Blogomp atav…

Evit doare ec’h eo ken diaes din blogañ ha skrivañ. Liammet an eil tra ouzh egile a lârit-hu? Marteze a-walc’h. An dalc’h a chom: petra da gontañ deoc’h, tudoù!
Mar befen o klask lennerien ne vefe ket diaes din sevel ur pennad (c’hoazh) diwar-benn ar reizhskrivadur. Gouzout a ouzon e plij da dud zo tabutal e-pad eurvezhioù war ar poent-se. Ret eo din lâret amañ c’hoazh: ya, plijout a ra din pa vez skrivet an traoù naet ha brav ha pa vefe en doare skolveuriek pe en hini etrerannyezhel. Reolennoù a zo, aesoc’h eo evit intent an hini a skriv. Ne blij ket din avat pa vez skrivet diouzh froudenn ha sorc’henn an dud, an SMS-Fonetek-tort ha kement zo tout.
Ur bern pennadoù all a c’hallfe desachañ lennerien amañ, kozh istorioù kozh anezhe. N’eus ken nemet lakaat ar ger « Emsav » pe c’hoazh ober anv eus Roparzh Hemon, François Falc’hun pe zoken Fañch Broudic.
Gallout a rafen lakaat ar gaoz war ar politikerezh: broadelouriezh, rannvroelouriezh, megarbrofrañsiezh, kement -iezh zo hag a denn d’an danvez-se.
Emichañs e c’hallfen sevel pennadoù hep preder don, alioù skañv ha sot diwar-benn traoù ha n’ouzon tost netra dioute. Lâret konerioù zo aezet a-walc’h.

Ne rin ket kement-se avat, rak n’eo ket evel-se e plijfe din desachañ tud amañ.

Pa’m boa digoret ar blog-mañ e oa gant ar soñj dihuniñ an danvez skrivagner a zo ennon. N’on ket deuet a-benn d’hen ober c’hoazh, siwazh. N’en em roan ket d’an dizesper evit c’hoazh avat. Ur mignon din en deus lâret din nevez zo : « Laosk an denennoù kozh da repoz. Gra un taol skub da’z spered hag ijin traoù nevez. » Klasket e vo hen ober, paotr, klasket e vo!

4 pensées sur “Blogomp atav…”

  1. 😉 Moarvat! Ha ken sur all e kollfen ma ene c'hoazh. Tremen skuizh on oc'h uzañ bizied o respont d'ar re a zeu da derriñ ma fenn diwar-benn an temoù-se.
    Trawalc'h a dasmantoù a vez o hentañ ac'hanon evit degemer re an Emsav ouzhpenn.
    Ha traoù grevusoc'h, fentusoc'h, fromusoc'h a zo er vuhez, er bed-mañ evit ar c'honerioù a ran anv dioute aze.
    Ma chom kozh soubenn da drenkañ e poull-kalon tud zo, gwazh a se dezhe.

  2. Un ene 't eus ?? :p
    Ya kompren a ran mat e vefez erru skuizh!
    Ar gwir a zo ganit (gant ma n'eo ket kozh soubenn ar geek!! ^^)
    komzomp diwar-benn traoù grevusoc'h, fentusoc'h, fromusoc'h! 🙂

  3. Hag evit un dra all e oa ar gwir ganin ivez: ar pennad-mañ zo bet lennet 36 gwech er pemzektez diwezhañ. N'eo ket kalz en holl met muioc'h en berr amzer e-skoaz ar re all.
    Klask a rin skrivañ traoù donoc'h ur wech bennak evelkent diwar-benn ar pezh a blij din. Treudik eo ma fennadoù ha savet diouzh ma teu e teu alies-mat.

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *