Pan a an traoù a-dreuz

Skuizh ha tremen skuizh e oan o klevet ma merc’h o c’houlenn diganin komz galleg. Ur seurt c’hoari eo ganti ‘m eus aon. Goût ‘ra ne rin ket ha neuze e talc’h warnon hag e komz galleg muioc’h c’hoazh ha nac’h lâret an disterañ ger brezhonek.

Dec’h e oamp er sal-dour. O walc’hiñ he daouarn e oa. Ha me o c’houlenn ganti adlâret ur frazenn bennak.

« Non, tu le dis en français, » emezi.

« Ne fell ket dit komz brezhoneg? »

« Non, je veux parler en français. »

« A? N’i ket d’ar skol gant [anv ar skolaerez]? »

« Non. »

« Hag e pe lec’h ec’h i d’ar skol neuze? »

« A [skol ar bourc’h] »

« D’accord. Je ne te parle plus breton alors et je mets tes livres et tes dessins-animés en breton à la poubelle alors. »

« Nooooon. »

« Si, puisque tu ne veux plus parler et apprendre le breton. Et moi je vais dire à maman que je ne parle plus que français. »

« Non, Papa. C’est bizarre. »

« Ah, mais c’est comme ça, tu m’as dit que tu voulais que je parle français. »

« Nann, Tadig. Te a gomz brezhoneg. »

« Ah, non non non, je ne parle plus breton. »

Hag hi ha mont e toull dor ar sal-dour da stankañ an hent ouzhin.

« Allez , laisse-moi passer. »

« Nann, komz brezhoneg! »

« Mat eo. Gra hent bremañ. »

Ha laosket on bet da vont gant an diaoulez!

Aet e oan da gontañ an abadenn da’m gwreg. Hag echu ganin e troan ouzh ma merc’h.

« N’eo ket gwir Erna? »

« Geo. »

« Ne gomzin ket galleg ouzhit ken, gwech ebet neuze ‘ta? »

« Nann, me ‘oar brezhoneg. Kalz. Komz ‘ran kalz. »

Ha dec’h da noz, da vare koan e nac’he debriñ pinochez. Pa ne gaven seurt d’he lakaat da zebriñ em boa lâret: « Ma ne zebrez ket pinochez e komzin galleg ouzhit dalc’hmat! » Ha setu ar plac’hig da sachañ ganti.

Souezhus a-walc’h e vez ar vugale, me ‘lâr deoc’h! Pevar bloaz zo – un tammig ouzhpenn, paneogwir e komzen brezhoneg outi pa oa c’hoazh e-barzh kof he mamm – e klaskan he lakaat da gomz brezhoneg ganin ha nac’h a ra peurliesañ. Ret din komz galleg ur wech evit ma teurvezfe ober.

Hag ar mab bihan en devoa graet dimp c’hoarzhin dec’h ivez. Fich-fich e oa. Neuze e lâran e vo lakaet er-maez da sioulaat. Ha me dezhañ:

« Ada, paotr bihan. »

« Ada! » eme al lampon dek miz dezhañ.

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *