Asilom

Ne ouvezan ket hag hunvreal a rit kalz. Me avat a ra. Gwech a vez n’eus nep ster d’an heuliad darvoudoù diroll o’n em zispakañ em spered evel filmoù mesk-ha-mesk. Gwech ha gwech all avat e vez resis ma hunvreoù, dres evel pa vijent bevet ganin en ur bed all, en ur vuhez all, kenstur lakaomp.

En noz tremen e oan o lidañ berzh ur plac’h, ur vignonez din evit doare, en he labour. Taolioù hir a oa, meuzioù lipous a bep seurt warne. Joa ha laounidigezh gant an dud ken e oa. Pep hini o kontañ kaer pe gaeroc’h.

Ouzh an daol e oan-me gant ur plac’hig en hec’h eizh vloaz marteze. Ur plac’hig drant, blev liv-kistin ma’m eus soñj mat. Mari e oa hec’h anv. A-greiz debriñ e tiskouezas un tamm saosison din. Unan e oa gant louzoù kegin.

« Aze, te ‘wel ez eo asilom [petra-din-me], » emezi en ur ober ur sell trist ouzhin.

Ar petra-din-me aze a zo abalamour da’m eñvor fall. Ma, kendelc’her a ra ar pred ha goude ur pennad ec’h an da gousket. An deiz war-lerc’h avat e welan ma mignonez o furchal dindan he daeroù er boued. O lenn emañ kement etiketenn a zo war ar boestoù, ar pakadoù ha kement tra zo tout.

« Petra zo? » a c’houlennan.

« Marvet eo Mari en noz-mañ abalamour d’un dra bennak er boued. Ampoezonet. »

Mantret on gant ar c’heloù. Ha diouzhtu e teu da soñj din en asilom-petra-din-me. Lavaret a ran an dra-se da’m mignonez.

Ha dihuniñ a ran.

Buan, pennfollet an tamm ac’hanon e lakaan un dra bennak en-dro din ha d’ar red da lec’h labour ma mignonez. Dialc’het e klaskan anezhi.

« Un dra bennak am eus da lâret dit. »

« Gortoz, e-kreiz ur vodadeg emaon aze. »

Gwir eo ez eus ur bern tud o selaou anezhi.

« Ya, met diwar-benn Mari eo. »

« Petra zo ganti? »

« N’eo ket lidet c’hoazh an taol-kaer ‘teus graet? »

Chuchumuchu er sal. Lod a lavar din tevel.

« Eee nann, » emezi trubuilhet.

« Mervel a ray abalamour d’an asilom… tri mil gast, n’on ket evit kaout soñj eus an eil ger. Koulskoude he deus lâret anezhañ din! Arabat e vo reiñ an dra-se dezhi da zebriñ. »

Mesk er sal.

Ha me da zihuniñ evit gwir ar wech-mañ. Evel-just, diaes e oan lakaet er beure-mañ. Gwall fromet e oan c’hoazh gant ma hunvre diougan em hunvre ha gant marv ar plac’hig. Ne oa ket deuet anat din diouzhtu-dak talvoudegezh asilom. Ne oa ket deuet anat din diouzhtu talvoudegezh ar ger asilom. Koulskoude ne oa ket diaes: asilom… asylum… ar pezh a zo ne ouvezin ket hag an eil ger a astenne ar ster betek soñjal e ti ar re sot.
Asylum Condemned by ~timtam on deviantART

3 pensées sur “Asilom”

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *