Diskrog

Un diskrogig am eus graet aze evel m’hoc’h eus gwelet emichañs. Ar vakañsoù, tudoù, a zo graet ivez d’an nen da gas ur pennad amzer gant e familh ha da vont da aveliñ e spered. Setu aze ar pezh am eus graet rik.
Evel-just ne’m eus savet frazenn ebet e-keit-se evit ma danevell Al liorzh burzhudus. Trabaset e oan gant ma zro-pluenn. Teuk a-walc’h e kavan an div bajenn gentañ. Hep mar ez eo dre ma’z int bet savet un tammig re brim evit delc’her d’al lusk ha da’m fromesa. Klasket e vo lakaat ul lusk nevez e pleustr, goude ma rankan ivez adkregiñ gant ar sport. Spontus eo deuet ma c’horf da vezañ: gwak ha mol. Ha goude ma vez plijet merc’hed zo gant seurt keusteurenn ne gredan ket goulenn tra digant ma melezour hud. Gouzout a ran a-walc’h petra a vo eilgeriet gantañ e-kreiz ma zalfas.
Ma, setu aze eta e vo ret deoc’h gortoz ur sizhun a-raok na vo embannet an trede pajenn.
Evit a sell ouzh an traoù all… em eus klevet lavaret ned a ket gwelloc’h gant ar bed. Diskoulm ebet na’m eus da reiñ d’ar pennoù-bras. Cheñch tu a vefe d’ober moarvat, an tu-mañ zo re strizh hervez ar ganaouenn – ha n’eo ket me a zislavaro an dra-se.
Ken diwezhatoc’h, me zo o vont da echuiñ eil frazenn an trede pajenn ha piv ‘oar, marteze e teuy din an trede frazenn a-raok mont da gousket?

4 pensées sur “Diskrog”

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *