Lannevern e kañv, gant Jakez Konan

Soñj am eus bezañ o hentañ levraoueg kevrenn ar brezhoneg er skol-veur. Soñj am eus bezañ o sellet ouzh al levrioù-se ha ne oan ket evit lenn c’hoazh, divarrek a-walc’h ma oan war ar brezhoneg. Goloioù dedennus, goloioù tristik pe zivalav ha ken gwir all gant an titloù anezhe. Holl diwar o fenn e lavaren din ma-unan : un deiz en lennin, ha pa ve vil ar golo pe divlaz an titl. Evel-just e oa levrioù a oa aliet gant ar gelennerien evit ar brezhoneg mat anezhe alies pe evit o ferzhioù mat e-keñver lennegezh. Gant Jakez Konan em eus lennet c’hoazh Kenavo, Amerika. Ur romant. Moarvat en lennin en-dro a-barzh pell. Un torkad berrdanevelloù a zo eus Lannevern e kañv. Unan eus ar berrdanevelloù-se eo a ya d’ober an titl anezhañ. Ne ouzon ket perak, abalamour da c’holo al levr, pe ur marsoñj eus ali unan eus ma c’helennerien, soñjal a rae ganin e oa fent penn da benn al levr. Ha n’eus ket. Kenkoulz eo en lavaret deoc’h krak-ha-krenn. N’eus ket penn da benn. Rannet eo an torkad etre daou : Breizh ha Kanada. Emichañs e ouzoc’h e oa bet Jakez Konan o chom e Kanada e-pad bloavezhioù. E-keñver fent eta e vo lakaet an darn vrasañ eus ar berrdanevelloù a zo er rummad « Breizh ». N’eus ket peadra da zirollañ da c’hoarzhin met deuet ez eus ur mousc’hoarzh da’m muzelloù aes a-walc’h gante. Gwelet a raen mat dre ar spered ar jeneral o sevel a varv da vev (tamm istor zombi ebet aze avat !) pe c’hoazh an daou lakepod o vont diouzh an noz da laerezh avaloù hag ar paotr aet skuizh gant ar chas o frotañ o fennoù a-dreñv gant ur soavon ispisial. Hag ar c’havr ‘ta o stourm ouzh ar bleiz ! Ar re all avat n’int ket trist. N’eus ket a fent enne. Kontañ a ra ar skrivagner enne darvoudoù a c’hall c’hoarvezhout gant an nen war ar pemdez. E-touesk an danevelloù-se ez on bet plijet kalz gant div : Ar c’hi hag Ur beurevezh kaer a viz Ebrel. Gant homañ diwezhañ em eus bet plijadur gant an dro-bluenn, an doare ma kont an hemolc’h den, gant al lusket mat ma’z eo ivez. Hag Ar c’hi… ne vo ket dic’hortoz an diskoulm anezhi d’an holl marteze. Evidon-me e oa bet. Fromus am eus kavet Noz ar Pellgent, ur seurt heklev da A Christmas carol gant Dickens. Ur seurt a lavaran, hañ ! Ha peogwir ez oc’h bet fur e lakaan al liamm amañ da vont da selaou kontadenn Jakez Konan lennet gant unan eus e vibien (Gireg).

Lennit levrioù brezhonek tudoù ! A ! Un dra c’hoazh ! Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar skrivagner http://br.wikipedia.org/wiki/Jakez_Konan

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *