Ernest Renan

Er mare-mañ emaon o lenn Va zammig buhez gant Jarl Priel. Hennezh a oar kontañ e vuhez, ne vefen ket gouest d’ober kement-all ‘m eus aon. Ma, kement-se lavaret, setu aze ar pezh a lennan p. 17 :

Ha meur a wech em eus klevet digant va zad : « Daoust ha m’am boa kas ouzh Renan, biskoazh brezhoneger n’am eus klevet e-tailh da gaozeal ha da farsal ken dudius hag eñ, ha bete vitam aeternam e vijen chomet gant va genou bras ouzh e selaou ». (1)

(1) Evitañ d’ober gant ar brezhoneg ken brav, pa droe en e benn, sed amañ ur pennad eus al lizher skrivet gant E. Renan da baotr ar Roc’h, Narcisse Kellien, an dregont a viz Gouere er bloavezh 1879 : « Un idiome a toujours assez vécu quand il a été aimé et que des bonnes études philologiques ont fixé son image pour la science ». Da lavarout eo, troet en devoa kein ouzh Doue e yaouankiz, ha kemend-all a fae a rae ‘ta war e vro « garet » ha war yezh e gavell.

Soñj am eus em boa klasket lenn Souvenirs d’enfance et de jeunesse. Kavet em boa al levr borodus-spontus. Marteze e talvezfe ar boan teuler ur sell outañ en-dro…

 

 

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *