Brezhoneg yac’h

Brezhoneg yac’h, brezhoneg pobl, brezhoneg klañv, brezhoneg lennek, brezhoneg chimik… hag al lennegezh.
Evel Geekezig (sellit ouzh he fennad aze -> http://soubennargeek.wordpress.com/2012/05/03/ar-plach-interet-div-wech/) e vezan hegaset pa vez klasket gwerzhañ ul levr diwar ar fed m’eo yac’h ar brezhoneg ennañ. Yac’h evel ma veze gwechall-gozh… Ya, gwir eo ez eo klañv ar yezh hirie an deiz peogwir emañ o vervel dousik.
Koulskoude n’eo ket ar brezhoneg a zo yac’h e levr Dir-na-dor. E dro-bluenn eo. Anavezout a ran tud hag a gomz brezhoneg reizh, ne lavarfen ket disi, rak gouzout a rit eveldon, an hini n’en deus ket ur si en deus daou pe dri… n’eus netra hag a vefe peurvat er bed-mañ… anavezout a ran tud reizh o brezhoneg eta ha na vefent ket gouest da gontañ un danevell, dre skrid pe dre gomz, en un doare kaer.
Hegaset e vezan pa vez lakaet ar gaoz war ar yezh evit gwerzhañ din ur romant, un torkad berrdanevelloù… Perak ? Peogwir ne vez ket graet er yezhoù all. Pa lennan traoù diwar-benn levrioù gallek, ne vez ket lavaret eo skrivet « e galleg yac’h ». Ar pezh a c’hall c’hoarvezout avat eo e vefe galleg leun a fazioù reizhskrivañ pe yezhadur. Ya, aze e c’haller lavaret d’an dud chom hep koll amzer gant ul levr a drello daoulagad Yann ha Katell lenner.

Brezhoneg yac’h ha brezhoneg klañv.

Ken klañv-se eo hon yezh evit ma vefe meulet brezhoneg hemañ-henn a-raok danvez al levr? Ha talvoudusoc’h eo lenn brezhoneg yac’h eget lenn ul levr mat? Lavaret eo « skrivet brav » ne vefe ket trawalc’h evit lakaat an nen da gompren ez eus brezhoneg reizh hag un dro-bluenn ampart?
Ha petra a vefe  da enebiñ ouzh ar brezhoneg yac’h neuze? Ar brezhoneg klañv? Klañv gant petore kleñved avat? Frazennoù tort? Frazennoù direizh? Blaz ar galleg? N’eo ket brezhoneg eo neuze.

Brezhoneg yac’h hag embannerien

Evidon-me eo labour an embannerien reizhañ ar yezh. Mar lennit ul levr fazioù a-leizh ennañ ez eo dre wall an embanner ha n’en deus ket graet e labour ervat. Roit un skrid fall ar brezhoneg anezhañ d’un embanner sirius ha dont a ray ho skrid da vezañ gwisket mod ar vro, chik ha cheuc’h.

Brezhoneg yac’h ha skrivagnerien

Kemerit louzoù, skrivagnerien, evit na vefe ket klañv ho prezhoneg. Al louzoù gwellañ : levrioù all savet gant skrivagnerien a-feson (yac’h o brezhoneg na petra ‘ta, petra? Dislavar zo ganin? C’hooo n’eo ket brav! Ale, un anv a roin deoc’h, unan hepken peogwir eo diwezhat hag emaon er mare-mañ o lenn ul levr gantañ : Jarl Priel), yezhadurioù – ret eo lenn meur a hini, mankoù a zo e kement yezhadur bet embannet betek-henn – geriadurioù, hini an Here paneveken, hag a-benn ar fin kement levr diwar danvez a bep seurt.

Ha yac’hoc’h e vo ar brezhoneg pa vo lennet muioc’h gant ar vrezhonegerien, pa vo lakaet ar re vihan da lenn, ha pa vo klevet brezhoneg e Breizh a-bezh hep na vefe ezhomm da enaouiñ an urzhiataer evit tapout ur skingomz vrezhonek.

1 pensée sur “Brezhoneg yac’h”

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *