Skeudennoù

Er mare-mañ, pa n’on ket evit skrivañ, e lennan kalzik. Gant daou levr emaon aze, hini eñvorennoù Jarl Priel, evel m’eo divinet ganeoc’h emichañs, hag hini Fañch Peru, Kan ar stivell (a rin ur pennad diwar e benn evit Bremañ). N’eo ket gant hemañ diwezhañ ez eo bet broudet ma spered, gant an hini kentañ ne lavaran ket.

Evit lenn e vez ganin ur geriadur pe daou war-hed dorn, ur c’harned hag ur stilo. N’on ket evit lenn e brezhoneg en un doare all. Kement-tra ha n’anavezan ket a notan war ar c’harned, da c’hortoz kemer amzer da lakaat pep tra em urzhiataer goude. Gwech a vez e notan pennadoù zoken, an doare da daolenniñ un den,  un ti, ar maezioù pe ar mor… Ma, an deiz all e tegouezhis gant an droienn chom ken didrouz hag ur pakad gwinizh.

ha me da chom ken didrouz hag ur pakad gwinizh, gant va fenn stouet ganin a-us d’ar mor.

Ha kerkent e soñjis : « Ha piv e-touesk ar re yaouank o chom e kêr a gomprenfe ur seurt tra ? » Re wir pa soñjer. Lakaomp e vefen-me ur skrivagner eus ur bannlev bennak. Petra a anavezfen diwar-benn ar gwinizh ? Marteze a-walc’h e teufe ganin ur bomm evel : « ha me da chom ken didrouz hag ur bloc’h beton ».

Marteze, gwechall-gozh em bije gallet lavaret : « hag e prederie ken na zivogede e zivskouarn evel ur marc’h-du ». Ma lavarfen se bremañ ne vefe ket diamzeriet un tamm ?

Hag aze e teu soñjoù all : penaos komz ur brezhoneg « pobl » hep ober gant ur yezh diamzeriet, ur yezh ha na zeufe ket a-benn da reiñ ur soñj da intent peogwir e rafe gant kodoù aet da gozh ? Hag ivez penaos skrivañ, pa lavaran skrivañ ez eo un oberenn lennegel, hep ober gant ur yezh stereotipet ? Mat eo gouzout troioù-lavar ha troiennoù « kozh » met ret eo ober gante seul taol ma terefent, ma klotfent gant an degouezh ?
Lennet em eus meur a wech traoù Jules Gros. Dalc’hmat gant ar memes plijadur, hag e rin c’hoazh. Moarvat ne zeuin ket a-benn da zelc’her soñj eus kement tra zo bet dastumet gantañ. Traoù zo a gavan implij dezhe bemdez, traoù all avat…
En ur romant, en ur pezh-c’hoari, e barzhonegoù… ha plijout a rafe din e gwirionez, a levr da levr, a skrivagner da skrivagner, ha plijout a rafe din adkavout ar memes pozioù, ar memes bommoù lavar ? Ne gav ket din.
Ar pezh a c’hallomp ober avat ez eo tennañ kentel, tennañ splet, tennañ hon mad eus seurt dastumadoù evit ijinañ skeudennoù all, troiennoù all, troioù-lavar all e-lec’h sonnañ hon yezh.

Soñj am eus, pa’m boa bet da reiñ dorn da dreiñ levr Haroutioun Mertchian (Steudad an Ankoù) e oan en em gavet gant « il avait perdu toute notion du temps ». Ha paket e oan brav. Ne oan ket evit ober ma soñj treiñ an dra-se evel-henn : « kollet en devoa pep meizad eus an amzer. » Ne gavan nep ster d’ar frazenn-se ouzhpenn bezañ vil. Turiet em eus ma spered ha troet : « Kollet en devoa pep roud eus rod an amzer ». Ne soñj ket din e kavfec’h roud eus ar poz-se e levrioù kozh. Ha mat eo ? Ne ouvezan ket. Din-me e plij bepred abalamour ma kav din e klot gant ar sapre spered-ar-yezh-se a randoner d’an neb a glask komz brezhoneg propik.

Sede aze ur poent hag a blijfe din studiañ un deiz bennak. N’eo ket en-don, hañ ! Klask gouzout hiroc’h, lakaomp, diwar-benn : penaos e cheñch ar skeudennoù hag an troiennoù diouzh endro ha sevenadur an dud.

2 pensées sur “Skeudennoù”

  1. Dedennus-tre da soñj!
    E galleg (hag e yezhoù all) e vez implijet kalz troiennoù n'o deus tamm ster ebet ken er vuhez a-vremañ. Me gav mat mirout anezho hag a-greiz holl krouiñ ur gaozeadenn "sell 'ta, eus pelec'h e c'hall dont seurt troienn?"
    Evidon-me n'eus ket ezhomm e vefe liammet an darvoud gant an droienn, mod all ne vefe ket implijet ken "mont da strakal brulu" ha me oar-me, domaj e vefe memestra!
    Met brav eo ivez ijinañ traoù all eveljust…
    Alala!

  2. Trugarez dit !

    Ya, aze emañ ar pep dedennusañ : ijinañ traoù nevez ha klevet tud all ober gante war-lerc'h. Ret eo soñjal e oa bet lavaret "mont da strakal brulu" gant un den, ur wech bennak ha plijet an dud gant an droienn ken ez eo deuet a rumm da rumm. Evel "mont da dreiñ bili war an aod (da sec'hañ)". Yezh warc'hoazh a zo da ijinañ hirie.

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *