« Lennegezh hudur e brezhoneg »

C’hwi ‘oar a-walc’h e plij din sellet penaos e vez diskoachet ma blog bihan ha dister un tamm gant an dud.
Henozh eta e sellan ouzh ar stadegoù hag e welan ez eus deuet unan bennak o klask « lennegezh hudur e brezhoneg ». Ma gwir eo em eus savet ur varzhoneg hudur hag emañ an daou c’her « lennegezh » hag « hudur » e-touesk an tagoù.
Ar pezh a zo souezhusoc’h avat e teu ma blog war-wel da bevare pa furcher ar gerioù-se gant Google tra ma ne vez ket gwelet diouzhtu pa glasker ma anv !
Peadra zo da c’hoarzhin aze hag e ran :-p

2 pensées sur “« Lennegezh hudur e brezhoneg »”

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *