Dor ar baradoz

Gwech a vez, evit kaout un tamm plijadur ha lakaat ma empenn da labourat e klaskan treiñ kanaouennoù en brezhoneg.

Ar wech-mañ e kinnigan deoc’h ur stumm brezhonek eus Knockin’ on heaven’s door. Gallout a refet kanañ mod Dylan, Guns & Roses pe hini me ‘oar-me piv c’hoazh.

Mammig lam ar badj-se diouzhin
Ober gantañ zo dibropoz
Teñval, re deñval evit gwelet mui
Me ‘gav ‘c’h on ‘skeiñ ouzh dor ‘r baradoz

O skeiñ, skeiñ skeiñ, ouzh dor ar baradoz (x4)

Mammig, sko ma armoù en douar
Tennañ warne zo dibropoz
Ouzh ar bed ec’h an dall ha bouzar
Me ‘gav ‘c’h on ‘skeiñ ouzh dor ‘r baradoz

O skeiñ, skeiñ skeiñ, ouzh dor ar baradoz (x4)

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *