My lady blue

Hep ket a geuz, hep ket a zaeroù…
Ur mare zo bet e sone ma spered ar ganaouenn Hotel California. Er mare-mañ n’on ket evit tremen hep selaou My lady blue gant Eric Serra teir pe beder gwech bemdez.
Ne oufen ket lavaret deoc’h perak. Marteze dre ma santan emaon-me ivez o klask un dra bennak ha na dizhin biken, emaon-me ivez war-lerc’h ar peurbadelezh ?
Marteze ivez ez eo abalamour e soñjan dija en hañv, er mor. Ar mor. Al lenn divent, treitour, estlammus, spontus, hoalus, spouronus, dedennus, kevrinus. Ur bed dindan ar bed. Ar bed kuzh.
Pa gomzer eus spered un den e soñjer ur wech an amzer en ur milendall. Me eo er mor e soñjan. Splujañ don ennon ma-unan da ziskoachañ traoù kuzh, da neuñviñ e-touesk pesked iskis evel kement a soñjoù. Sellet oute, c’hoari gante ha dont en-dro d’ar gorre, da ved an dud.
Evel kalz a dud e choman bamet dirak ar mor ha kenkent ha ma lakaan ma zroad ennañ da gouronkañ n’on ket evit mirout ouzhin a soñjal er pezh a zo dindanon. Er pezh a zo kuzh. Er pezh a c’hallfe plaouiañ ma c’horf a-bezh ha bezañ lonket da viken.
Bep tro e ran ma soñj mont pell diouzh an aod, da dizhout ar voueenn a welan du-hont. A! N’emañ ket ken pell-se n’eus nemet diwall ouzh ar gwagennoù, chom hep lonkañ dour ha mont war-raok.
N’on ket evit en ober avat.
Kregiñ a ra an aon ennon evel javedoù ar rinkin-hont.
Echu an hunvre.
Ne chom din nemet mont ar buanañ ar gwellañ d’al lec’h ma tapo ma zreid stekiñ ouzh an traezh.

Ha koulskoude ne pegen drant e vefe ma c’halon ma c’hallfen splujañ evit gwir, boutailhadoù oksigen war ma chouk, ar gwiskamant splujer en-dro din. Gwelet an oabl a-dreuz an dour. Div doenn a-us da’m fenn. Ar gwag o lintrañ evel stered an deiz.

Ha mont donoc’h c’hoazh. Sklêrijennañ ma hent gant al lamp ouzh ma zal. Bezañ ur morgan ampechet.

Hep ket a geuz, hep ket a zaeroù, ur from iskis hepken, kousket hep kouezhañ.

 

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *