Ma ma ma ma…

… Baker

Eh eh !

Ne vo ket anv eus ar ganaouenn met petra ‘reot, pa lâran ma ma ma… e teu ar ganaouenn-se da’m spered kenkent.

Abaoe ur pennad, evel m’hoc’h eus gwelet emichañs ne savan ken nemet barzhonegoù. Ret eo lâret ne’m bez ket nemeur a amzer evit sevel traoù all. Sac’het eo ma danevell Al liorzh burzhudus evit poent, koulz hag un danevell e galleg a oa krog da sevel.
Ne c’hallan ket tapout e pep lec’h siwazh.
Traoù all zo am eus lezet re bell a-gostez ivez. Un torkad danevelloù am boa prometet treiñ e brezhoneg ha n’on ket erru gwall bell gantañ. Dre ma fell din delc’her da’m ger e 2013 e rin war-dro an torkad-se a-raok pep tra.

Klask a rin evelkent dont amañ ur wech an amzer da gontañ traoù… ha piv ‘oar ? marteze e vo skridoù nevez ganin evelkent, ha pa ne ve nemet un haiku bennak pe un tamm barzhoneg savet prim-ha-prim.

Ken ar c’hentañ ha selaouit c’hoazh danevell buhez Ma Baker 😉

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *