Va buhez e Rusia, Jarl Priel

Jarl Priel e 1960 (Wikipedia)

Eil levrenn eus eñvorennoù ar skrivagner. Atav ken plijus eo doare Jarl Priel da gontañ e vuhez. Gouzout a ra livañ gant fent an darvoudoù munut, tost dister a lakafemp bremañ war ar rouedadoù sokial.
Diaes e vefe din sevel un diverrañ eus al levr-se. Penaos diverrañ buhez un den ? Lakaat ar gaoz war vunudoù hepken ? Ya, traoù fentus zo ha traoù kriz ivez.
An traoù fentus zo alies diwar-goust ar C’hallaoued evel an dra-mañ.

[En tren emañ J. Priel, tremenet harzoù Alamagn gantañ hag an ofiser oc’h ober e labour] daoublegañ a rae hemañ dirak pep hini ac’hanomp ha ne baoueze ket da vousc’hoarzhin keit ha ma rae diouzh e garg : « Pass, bitte schön, mein Herr ! » emezañ pe « Gnädige Frau, gieben Sie mir, bitte, Ihren Pass ! » Ha pebezh kemm, kwita, adal ma tegouezher war harzoù Bro-C’hall ; lammat a ra neuze en tren un druilhad fardilhoned divergont, maltouterien ha me oar, c’hwiltouzed rok ha difurlu, gant ur bechad sigaretezenn didan peget ouzh o beg, hag i o harzhal : « Alors ! Bon Dieu, les passeports, là d’dans, et que ça saute !… » Gout ouzer raktal gant piv e vez d’ober, gant tudjentil ar Fleur des Nations !

Fromet e voen ken e voen gant ar pezh a c’hoarvezas d’e wreg paour. Darbet dezhi mervel en ur wilioudiñ, kollet unan eus he bugale ganti, ha graet ken fall war he zro goude ma ne gavje ar pare da vat biken. Kriz e vije neb na ouelje evel ma c’haller lenn e kanaouennoù kozh.

Biskoazh ne’m eus kavet hir ma amzer gant tro-bluenn an Tregeriad. Mall zo warnon lenn an trede levrenn Amañ hag ahont.

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *