Ac’hanta, Carpentier! Un’ bennak zo ba’n ti?

Emichañs e vin absolvet evit un hevelep sakrilej! 😀
Neuze, ya, unan bennak zo e-barzh an ti, meur a hini zoken ha ne dapont ket e pep lec’h, siwazh. Stefan Galleger zo o sevel ur berrdanevell, Stefan Brezhoneger a gendalc’h da dreiñ berrdanevelloù Sybille Marchetto, Stefan Tad e zaou vugel a ra diouzh e wellañ evit ober war o zro, Stefan Sportour a dremen nozvezhioù o pleustriñ hapkido.
Diaes eo din eta, er mare-mañ, dont amañ da lâret ma soñj diwar-benn tra pe dra. Ne fell ket din lakaat re ar gaoz diwar-benn ar pezh a c’hoarvez er c’houlz-mañ: dimeziñ hag eurediñ, Itron Varia Aerborzh, sponterezh e Boston…
Kavout a rafen gwelloc’h dont da gontañ diwar-benn ar bleuñv, ar balafenned, ar garantez ha kement tra vrav a zo er bed. N’on ket evit ober avat. N’on ket kustum.
Ma, un draig zo evelkent a c’hallfen kontañ deoc’h. Nevez zo em boa lakaet em fenn kemer un anv-pluenn evit skrivañ koulz e galleg, koulz e brezhoneg. Unan am eus ijinet zoken. Pezh zo ne ouzon ket hag ober a rin gantañ. Ne gaven ket ma anv seksi a-walc’h evit bezañ hini ur skrivagner, e galleg dreist-holl! Nouspet Stefan/Stéphane Carpentier zo war an douar patatez-mañ.
Petra a soñj deoc’h?

4 pensées sur “Ac’hanta, Carpentier! Un’ bennak zo ba’n ti?”

    1. Ma gwreg he deus kinniget unan din: Stefan Carpentier :p Kavout a ra dezhi ec’h on seksi a-walc’h evel-se ha ne’m eus ket da glask pemp troad d’ar maout. Broudet on bet ganti da brenañ ma anv domani ha da lâret eo din ma roched.
      Mignoned all zo deuet da c’houlenn ganin ha sur e oan emañ an dalc’h gant ma anv…
      Neuze em eus selaouet an holl evit chom hep pennfolliñ, un tamm furnez ne ray ket a zroug din bepred. Mirout a rin ma anv-familh ha ma anv bihan « brezhonekaet » (etre daouaskoù dre ma c’hallfer lâret eo bet alamanekaet ivez).
      Ha ret eo lâret on bet embannet c’hoazh gant an anv-pluenn-se.
      Marteze e oan o klask skoilhoù war un hent kompez ha frank?

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *