Troioù-kaer Brisco County Jr

Ac’hanta! Henozh eo deuet c’hoant din da sevel ur pennad un tammig skañvoc’h evit ar pezh am eus lakaet nevez zo.

les-aventures-de-brisco-county-jr-serietv-4980
Brisco County Jr (Bruce Campbell)

Lakaet e vo ar gaoz neuze war ur stirad skinwel hag a blije din e bloavezhioù ’90: Troioù-kaer Brisco County Jr.

 Bet em eus tro da sellet en-dro ouzh ar 27 abadenn a oa bet skignet etre 1993 ha 1994. Ha kement a blijadur am eus bet c’hoazh evel ma’m boa bet d’ar c’houlz-se.

Brisco County Jr zo mab d’ur marshall brudet hag a zo deuet a-benn da serriñ John Bly, anezhañ ur paotr fallakr divorc’hed. Siwazh e kouezh en un trap stignet gant mignoned Bly ha toullet e vo e groc’hen d’ar marshall.
Un nebeud tud eus ar vegenn e San Fransisco a ra o soñj enfredañ un den da dapout Bly, peogwir e vezont laeret gantañ. Ha Brisco County Jr an hini en devo al labour d’ober, goude ma oa un den all war ar renk, Lord Bowler e anv.

juliuscarry1
Lord Bowler (Julius Carry)

Da hanterour etre an dud pinvidik-se hag an dastumer goproù emañ Socrates Poole, un alvokad fentus a-walc’h.

soc-and-brisco
En tu kleiz (evel m’ho poa divinet) Socrates Poole (Christian Clemenson)

Ton ar stirad zo skañv a-walc’h, ur seurt western… skiant-faltazi, war don ar fent e vez meneget elfennoù eus hon buhez a-vremañ (pe hogozik, pa oa er bloavezhioù ’90), hag ivez abalamour d’ar Voull (the Orb er yezh orin). Iskis eo ar voull-se ha drezi e teu un nerzh burzhudus ha galloudoù dreistordinal d’an nen a stok outi. Hag emañ e tonkad Brisco Jr kavout ar voull-se hag he tennañ a-dre krabanoù Bly. Ne lavaran ket hiroc’h avat betek-gouzout n’ho pefe ket gwelet ar stirad c’hoazh.

John Bly (Billy Drago) hag ar Voull
John Bly (Billy Drago) hag ar Voull

Petra ? eme lod ac’hanoc’h. N’en deus ket meneget Dixie ? Dixie Cousins! Alato! E e e ho lezel a ran da glask homañ war ar genrouedad.

Evit klozañ ar pennad e tlean lavaret n’on ket bet ma-unan o sellet ouzh troioù-kaer Brisco County. Ma merc’h a oa ganin (war-bouez tammoù traoù a oa ret din mouchañ he daoulagad evit na spontfe ket ouzh o gwelet). Ha gwrac’h eo bet buan a-walc’h gant ar stirad. Kement ha ken bihan m’he deus treset un dra bennak din ergentaou.

Doudou Bly(e) hag ar Voull
Doudou Bly(e) hag ar Voull

Diwar eñvor he deus savet an dresadenn. Ha me en lavar deoc’h, n’emañ ket tout al lorc’h e Pariz pa skrivan ar gerioù-mañ. :-p

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *