Ha dañsal a rit?

Fentus eo a-wechoù ar pezh a c’haller klevet diwar-benn ar vrezhonegerien. Fentus ha souezhus war an dro.

Kustum on da glevet:- Da betra e servij komz brezhoneg?
– Tost marv eo ar yezh-se, gant piv e kaozeez?
– Ha gouest oc’h da lâret pep tra en brezhoneg?
… ha meur a dra all seurt-se.

An deiz all em boa klevet unan nevez:
– Dañsal a rez dañsoù Breizh, te, moarvat?

Ne oa ket lâret gant drougiezh nag evit ober goap. Ur gwir c’houlenn e oa, ranellerezh ha war an dro e oa savet gant ar soñj ne c’halljen ket dinac’h an dra peuzsur-se. Eya! Komz a ran brezhoneg neuze n’eus nep mar e tebran krampouezh ken lies ha bemdez, ec’h an d’ar festoù-noz bep sadorn, e selaouan strolladoù festoù-noz ha bagadoù a-hed an deiz.
Mont a ran amplik ganti un tamm aze e-keñver ar goulenn, gwir eo met anzavit n’eus ket kalz d’ober evit astenn ar soñjoù droch goude seurt goulenn.

Evit doare e soñj an dud ez eus ur seurt « pakad sevenadurel » hag adal ma tesk an nen un tamm brezhoneg e tesk ivez diouzh ar sonerezh, an dañsoù, ar fardañ krampouezh ha me ‘oar-me c’hoazh. Ne lavaran ket ne blij ket din an traoù-se, ne lavaran ket n’eus ket ur bern Bretoned savet mat hag o deus bet ar pakad sevenadurel-se en-yaouank. Ar pezh a lavaran-me eo: « Petra an diaoul? »
Hag adal ma komzer galleg e tañser valse musette bep sadorn er bal diouzh son boest-an-diaoul? Debriñ a reer keuz a vil vern gant pezhioù baguette en ur lonkañ gwin da gas an traoù-se d’an traoñ? Ha gwashoc’h c’hoazh morzhedoù raned?

Souezhus ha fentus ar goulenn… ha pa responter: « Ne ran ket. Ne blij ket din dañsal ha trouzus eo ar festoù-noz, re a dud evidon, » gwelet a reer neuze selloù souezhet: « A? Me ‘soñje din e oa lod eus ar pakad sevenadurel. »

3 pensées sur “Ha dañsal a rit?”

  1. Ah ya dres! D’am soñj eo un doare pakad, dibosupl eo komz brezhoneg hep mont d’ar festoù-noz ha setu tout!
    Ur wech e oa bet lâret din gant ur c’henseurt « oh, bez ez eus un abadenn dañsoù hengounel dimerc’her, soñjet ‘m eus ennout! » Ha me da respont « ah ma? (gwir eo e vezan ordin o komz diwar-benn festoù-noz, an holl a oar an dra-se… souezhet e oan-mik) Te oar ne ran ket gwall van » Hag eñ da respont « oh n’out ket rediet da vezañ dichek! »
    … D’am soñj e oa bet feuket dreist-holl o verzout e oa droch ar pezh a lâre hag e ouie a-walc’h ne oan ket dedennet e gwirionez met bon, start anzav an dra-se ur wech kroget gant ur rakvarn ken boutin! Alala!

    1. Dre chañs eo ur paotr sichant en devoa graet an evezhiadenn-se din. Evel-se ne’m boa ket bet da vont e belbi. Displeget plaen an traoù dezhañ. Ar rakvarnioù avat a zo lies. Ha dreist-holl ez int aes. Talvezout a reont da renkañ an dud, an traoù e kombodoù ha da ren ur vuhez sioul gant soñjoù graet hag all. Ne lakaan ket ar bec’h war e chouk.
      Bremañ e vefe kentelius gouzout hag-eñ e vez goulennet gant an dañserien hag ar sonerien ha komz a reont brezhoneg ivez. Rak mar bezer rakvarnet evel brezhonegerien – ha tonket da vont da zañsal ha da selaou Bagad-pelec’h-din-me a-hed an deiz – n’on ket ken sur e soñj d’an dud ez eus brezhonegerien eus kement soner pe dañser a zo.

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *