Amañ hag ahont

Graet eo. Sed aze lennet ganin trede levrenn buhezskrid, eñvorennoù Jarl Priel. Ur santimant iskis eo dalc’hmat mont betek penn ul levr, ha pa ve unan eñvorennoù, pan on en em dommet ouzh ar benntudenn anezhañ. Ya, en em dommet on ouzh an Tregeriad-se a zo bet leun e vuhez a draoù souezhus pe souezhusoc’h, leun a veajoù hag a boan ivez daoust d’ar skañv ma chom gantañ ton e zanevell, daoust d’ar fent a ouie lakaat en e gomzoù. Plijet bras on bet gant e deodadoù ouzh ar C’hallaoued.

Ha ret eo din anzav, plijadur am bije bet o c’houzout hiroc’h c’hoazh goude ma kave dezhañ e oa borodus e skrid. Un dra dreist-holl a blijfe din gouzout, evel un astenn d’e vuhezksrid eo petra eo deuet an tudennoù all da vezañ: e verc’h Anna, e verc’h-vihan Mari-Eva? Pe sell e oa o re war an tad ha war an tad-kozh ma oa bet? Ha dalc’het o deus o-div gant ar brezhoneg? Rak souezhus eo pegen buan e c’hall hêrezh un den mont da get. Tud zo a c’hall levezoniñ tud all kalz pe nebeut anezhe. An arzourien a c’hall tizhout muioc’h a dud moarvat eget re all dre ma chom o oberennoù war o lerc’h. Kement a ziskennidi o deus hag a dud a lenn, a gan pe a c’hoari ar pezh o deus savet. E-pad ur pennad hir pe hiroc’h diouzh ar vrud tapet gante.

Me eo gant an Teirgwern Pembroke em boa graet anaoudegezh da gentañ gant Jarl Priel. Unan eus ar romantoù gwellañ am eus bet lennet en hon yezh. Deuet eo zoken ar skrivagner da vezañ ur seurt tudenn vojennel en unan eus ma danevelloù (Tinameo3); un tamm mesk am boa lakaet en e anv avat ha graet Jirl Prael anezhañ. Gant-se ne oa nemet ar speredoù lemm a c’halle kompren eus piv e oa anv. [c’hoarzh diot]

Ya. Jarl Priel zo unan eus ar re o deus ma lakaet war hent ar skrivañ (daoust ma n’eo ket puilh ma skridoù evit poent) e brezhoneg, gant Langleiz hag ar gonterien wechall dastumet o c’hontadennoù gant Fañch an Uhel – ha marteze ivez Per Denez… Met mont a ran re bell diouzh ma c’hazeg.

En ur lenn buhezksridoù evel ma lennan ur wech an amzer prederiadennoù gant Maodez Glandour, n’on ket evit mirout ouzhin a soñjal er blogoù. Ha graet o dije gant seurt ostilhoù evit kontañ o buhez, evit reiñ da c’houzout d’an dud petra a oa en o freder? Marteze. Marteze avat o dije soñjet ez eo padusoc’h ar paper. Re wir eo e c’haller koll kalzik a bennadoù en ur ober eveldon: sevel ha diverkañ blogoù ingal. Hag e-se ne vefen ket o koll amzer amañ o kontañ traoù deoc’h e-lec’h plediñ gant traoù all hag a c’hallfe padout ur pennad hiroc’h, hag a vefe muioc’h a breder enne eget ar pennadoù-mañ? [N’eo ket ret deoc’h respont… Aon am eus rak ho respont.]

Kement-se lavaret, echuiñ a ra Jarl Priel gant ur poz a gavan mat-tre (ret eo pouezañ war ar skeudenn):

nozmalzennek

 

1 pensée sur “Amañ hag ahont”

  1. Pelec’h an diaoul ‘peus diskoachet an eil hag an trede levrenn eus Eñvorennoù Jarl Priel)? Lennet (hag adlennet) em eus al levrenn gentañ (Va zammig buhez) hag abaoe ur viken e klaskan en aner kaout an div levrenn all. Anaoudek e vin deoc’h betek fin ma buhez ma c’hallit lâret din penaos ober!

    Françoise Lermen

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *