An difazier yezhadurel frank evit ar brezhoneg

Un nebeud devezhioù zo ez eo deuet Dominique Pellé e darempred ganin (dre ma fajenn « darempred », stad zo ennon he dije talvezet da unan bennak) evit kinnig din e labour: An difazier yezhadurel frank evit ar brezhoneg. Ne oa ket sur e c’hallje talvezout da dud eveldon, d.l.e a oar brezhoneg mat (sañset e vefen techet da lavaret ouzhpenn). Me a blij din an dud uvel evel-se. Pep labour graet gant kalon ha feiz e dazont hor yezh a zo mat da gaout.

Petra an diaoul eo an difazier yezhadurel ? Ar benveg a lavaro deoc’h hoc’h eus graet ur fazi kemmadur ar pezh ned eo ket fall tamm ebet. Kinnigoù all a vez graet gant an difazier-se ivez evel lakaat tiredoù: da unan -> da-unan. Hag ur bern traoù all c’hoazh n’am eus ket bet tro da welet evit poent. Un ostilh eo a dalvoudegezh eo.

Evit staliañ an difazier e Firefox hag e LibreOffice/OpenOffice: http://www.languagetool.org/br/

Deuet mat e vo da Dominique Pellé kement evezhiadenn  a c’hallot ober, e chomlec’h elektronek zo e troad pajenn an difazier.

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *