Brezhoneg dre gaer pe dre heg?

Gouzout a rit emichañs, mard oc’h lennerien feal, emañ erru ma merc’h en ur skol unyezhek (galleg) abaoe an distro-skol. Aon-bras am boa e tilezfe ar brezhoneg tamm-ha-tamm evit ar galleg ma kaver kement a zanvez da voueta e spered. Souezhet-bras on avat o welet ne zilez ket ar yezh hag e c’houlenn deskiñ un tamm muioc’h c’hoazh bemdez. Chifet e vezan pa en em laka da glemmichal: « Mais je sais pas comment on dit en bretoooon! » Ur penn trist outi ha dipitet pa ne c’hall ket komz ouzhin e brezhoneg penn-da-benn.

A-raok

A-raok e veze droug ennon. A-raok e oa. A-raok na gomprenfen pegen start e c’hall bezañ d’ur bugel ken distagellet ha ma merc’h chom berr gant ar gerioù; pegen start eo ober ar striv-se da gomz en ur yezh ha n’eo ket an hini a vez aloubet he bed ganti. Ha ne c’hallan ket ober ar pezh a oa bet kuzuliet din: lakaat ma bugel er c’horn seul daol ma vefe klevet o c’hallegañ. Yezh ma c’halon eo ar brezhoneg, ur yezh na gomzan ket disi, pell ac’hann hag alies e choman berr ivez. Ha lu e kavfen bezañ lakaet er c’horn peogwir n’on ket gouest da lavaret un dra bennak e brezhoneg.

A-raok ez aen e fulor pa responte e galleg goude ma ouie brezhoneg a-walc’h da respont din er yezh-se. Mouzhañ a raen. Mantret e oa ma c’halon peogwir e soñje din e rae a-ratozh evit ma hegasiñ. A-raok e oa. A-raok na gomprenfen ez a ar vugale gant an hent eeunañ hep klask pelloc’h.

A-raok e soñje din ez aen e belbi abalamour da’m merc’h. A-raok e oa. A-raok na gomprenfen e oa ganin-me e oan hegaset, abalamour ma oan dic’houest d’he lakaat da gomz aes; abalamour ma ne gasen ket trawalc’h a amzer ganti da zeskiñ ar yezh dezhi. N’eo ket trawalc’h komz brezhoneg ouzh an daol da lein pe da goan.

A-raok ne gemeren ket amzer da c’hoari ganti. Atav em beze un dra bennak all d’ober evit « brasañ mad ar brezhoneg » (a soñje din): treiñ danevelloù, sevel pennadoù, klask skrivañ ar romant daonet-hont… Petra a c’hallfe bezañ gwell avat eget deskiñ ar yezh da’m bugale?

Paouezet em eus eta da vont dezhi pa respont e galleg. N’eo ket dre heg e fell din e komzfe brezhoneg, dre gaer ne lavaran ket. Petra a chomo eus ar yezh mar bez desket dre heg?

Cheñch penn d’ar vazh

Ret e oa din cheñch penn d’ar vazh ha terriñ da’m imor. Un nebeud traoù a glaskan ober dalc’hmat:

  • adlavaret e brezhoneg hogozik kement tra a zeu ganti. (Alies-mat e lavar war ma lerc’h ar pezh emaon o paouez lavaret.)
  • pa ne zeu ger brezhonek ebet ganti abaoe ur pennad e c’houlennan outi: « Pelec’h ‘ta eo chomet da vrezhoneg? Er gêr/Er stal/ E ti vamm-gozh…? (hervez al lec’h diwezhañ ma oamp.) » Ur c’hoari eo. Ur vrec’h hud he deus ijinet hag a c’hall astenn hir-hir evit mont da gerc’hat he brezhoneg el lec’h m’eo chomet. Lonket e vez kerkent: « Mat eo. Komz a ran brezhoneg bremañ! »
  • c’hoari ar muiañ ar gwellañ (evel-just e vez dalc’hmat traoù all d’ober: kempenn an ti, ferañ dilhad, fardañ boued, touzañ al leton ha me ‘oar-me petra c’hoazh).
  • goulenn diganti ma skoazellañ da zeskiñ brezhoneg d’he mamm ha d’he breur. Ma gwreg a adlavar an traoù neuze war-lerc’h hor merc’h. Ar breur bihan a ra kemend-all hogozik dalc’hmat.
  • kanañ. Ur souezh eo pegen dudius eo d’ar vugale. Plijadur o devez o kanañ, ur bam. Neuze war an hent d’an ti-skol e kanomp e brezhoneg, forzh petra e vefe. He lezel a ran da ijinañ kanaouennoù diouti hec’h-unan. N’o devez na penn na lost? Kaerat tra! Ar pep pouezusañ eo e teufe anezhi hec’h-unan. Ha diskanañ a ran ganti.
  • krozal dezhi e brezhoneg. Pa vezan skuizh, evel ur bern tud all o deus ar galleg da yezh kentañ e teu ar jarneoù e galleg ha bec’h dezhi! Arabat eo! Ret eo komz brezhoneg e kement degouezh a zo. Deskiñ ar yezh dre gaer ne dalvez ket ober ganti en degouezhioù plijus hepken. Yezh an darempredoù eo ha mat pe fall e vefent.

Taolit pled

Ne glaskan ket ober skol deoc’h. Ne ran nemet kaozeal eus ar pezh a gerzh pe na gerzh ket du-mañ, gant ma bugale-me. Disheñvel int o-daou end-eeun. Kalzik em eus komzet eus ma merc’h er pennad-mañ peogwir eo an henañ. Traoù all a vefe da lavaret diwar-benn ma mab.

N’eus nemet un ali a c’hallfen reiñ d’ar re yaouank, studierien er skolioù-meur pe e lec’h all: deskiñ ar muiañ ar gwellañ a c’herioù a denn d’ar vugale. Deskit kanaouennoù luskellat pe c’hoari, rimadelloù… Arabat eo gortoz ho pefe bugale. Ne vez nepred re ziwezhat evel-just met pa c’haller kanañ dezhe p’emaint c’hoazh e kof o mamm ez eo gwell a se. Seul abretoc’h e reot d’ar bugel klevet ar yezh, seul aesoc’h e vo deoc’h he lakaat da yezh an darempredoù etrezoc’h.

8 pensées sur “Brezhoneg dre gaer pe dre heg?”

  1. Vad a ra lenn seurt traoù ! Hag arabat digalonekaat evit an dazont. Na pet bugel warn-ugent am eus-me anavezet, mankoù ganto e brezhoneg, pe tuet da c’hallegiñ par ma c’hellent, forzh pe abeg e vefe da seurt emzalc’h, hag o deus DIBABET INT-I O-UNAN labourat ha bevañ e brezhoneg ur wech erru en o oad gour pe a-raok zoken. Eus un dra on sur avat, ne vez ket perc’hennet ur yezh dre heg. Ar vugale ne c’houzañvont ket se hag e komprenan anezho ! Dalc’h da vont, Stefan !

    1. Trugarez dit, Pluenn. Ur blijadur eo din lenn da evezhiadenn ivez.

      Delc’her a rin da vont. Meur a dro am eus bet da skeiñ ar boned war-lerc’h an tok ha koulskoude ne’m eus ket graet. Marteze e teuy tud eveldon da lenn ma zamm blog ha mar gall o sikour e vin tremen laouen.

  2. A bouez bras eo din lenn seurt traoù e gwirionez, pa lennan al linnenoù-se e komprenan kement mennozh, kement diaester. N’eo ket aes desevel ur bugel e brezhoneg ha kement ali a zo mat da gaout !
    Trugarez dit

    1. Mann ebet Gwenvael. N’eo ket aes, gwir eo. Ha pep bugel a zo disheñvel. Gwelet a ran mat an dra-se gant ma daou vugel. Ha klevet em eus kemend-all ivez gant tud all. Bugale zo a nac’h krenn komz brezhoneg ha re all n’o deus ken c’hoant nemet en em gavout gant brezhonegerien all ha brezhonegañ ar muiañ ar gwellañ. Goude ez eo arabat e teufe ar brezhoneg da vezañ un « arm ». Ret eo e chomfe ur yezh. Da lavaret eo, n’eo ket abalamour m’en devo komzet brezhoneg en devo ar bugel e stultenn, dreist-holl mar bije bet nac’het mar bije deuet galleg gantañ. Arabat eo diskouez ez eur chifet pa zeu galleg gante. Abred e komprenont e c’hallont ober poan pa gomzont galleg e-lec’h komz brezhoneg. Diwar se e reont gant ar yezh pe ne reont ket hervez m’o devez c’hoant da gastizañ pe da ober plijadur. Ur prantad a zo bet evel-se gant ma merc’h. Marteze e vo adarre evel-se pa vo krennardez?

  3. Nouspet gwezh warn-ugent em eus merzet e oa ar vugale a oa rediet da gomz brezhoneg er gêr ar re gentañ o komz galleg ur wezh erru er skol Diwan. Mod all e kavan fentus ha fur an ali a roez da zeskiñ gerioù a denn d’ar vugale abred. Fentus rak ar beure-mañ he deus klevet ma merc’h (14 vloaz) evit ar wezh kentañ al luskellerez a ganen dezhi pa oa bihan. Na plijet e oa ha tener ar mare !

    1. Hag evel ma lavare ur mignon din: « Ma ne gomz ket brezhoneg diouzhtu, n’eo ket lâret n’en gray ket pa vo bras. Pelloc’h, te ‘teus desket brezhoneg ez oad gour. Ha kement tra klevet ganti bremañ a vo garanet en he spered hag aesoc’h a se e teuy dezhi p’en em roy d’ar yezh da vat. »

      Ya a-bouez-bras eo deskiñ gerioù moumounañ ha gerioù buhez pemdez ur bugel. Ha gallout a rafemp gouzout pehini e oa al luskellerez-se? (ya, ranell on :p)

        1. Homañ am eus bet kanet ivez. Met souzhusat tra ez eo gant O Fortuna eus Carmina Burana Carl Orff e veze an aesañ gant ma merc’h, ha ma mab zo sot gant ar Rannoù.

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *