Banane…zenn

Er beure all e c’houlennas ma mab ar frouezhenn-se ur mell mousc’hoarzh ouzh e vuzelloù rak e galleg e oa bet goulennet gantañ da gentañ. Distaget en devoa « banane » ken splann ha tra. Ha n’ouzon ket petra a oa c’hoariet gantañ met kemeret en devoa e amzer, sellet ouzhomp ha lavaret fraezh: « bananezenn ». Gouzout a rae en devoa cheñchet yezh ha graet a-ratozh-kaer.

Gwech ha gwech all e teu an divyezhegezh en un doare all hag a ziskouez en deus tapet gouiziegezh en div yezh. Deuet e oa poent d’e vamm mont da labourat, ha pa oa o klemmichal em boa lavaret:
– E-giz-se emañ, poent eo da vammig mont.
– Ne mont pas, emezañ.

Pe c’hoazh:
– Graet ‘teus kakac’h.
– Non, pas graet kakac’h.

Fentus eo pegen disheñvel e c’hall bezañ daou vugel, desavet er memes doare, e-keñver ar yezh. Ne rae ket e c’hoar kement gant ar brezhoneg er memes oad ha koulskoude e oa distagellet mat dija. Ha bommoù a zeu gantañ ken dic’hortoz ha tra. Dek gwech e lavaro: « I(l) pleut beaucoup. » Hag a-greiz-pep-kreiz e lavaro: « Glav a ra. » Hervez e froudenn. N’eus ket da glask pelloc’h. Keñveriañ a c’hallfemp ober gant ar bommoù saozneg (pe ur yezh all) a c’hall dont a-wechoù peogwir e seblant din klotañ mat gant ar mare, gant ar frazenn a-raok pe gant ma imor.

Da ziwall zo avat. Gwech a vez e vezer techet da glevet div yezh pa ne vez ken nemet unan evel ar skouer fentus se tennet eus levr Erwan Hupel, Yudal!:

« Nekekoul » ne dalvez ket dre ret kement ha « n’eo ket cool. »

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *