Tasmant en ti

golo Tasmant en tiTaxeira Louzao a zegouezh ganti ur bakadenn digant he breur, ar skrivagner galizek brudet Xabier Louzao. Enni ez eus ul lizher ma tispleg dezhi e oa marteze ar wirionez gant H.P. Lovecraft en e skridoù. Goude bezañ gwelet traoù e-maez pep poell e kêriadenn Vilarmaior emañ an anken hag ar spont e Xabier. Ne fell ket dezhañ avat e vefe paket he c’hoar gant an traoù spontus-se hag erbediñ a ra dezhi chom hep lenn ar pezh a zo en eil golo-lizher er bakadenn. Kemenn a ra dezhi gortoz ur sizhun d’ar muiañ ha mont da gas pep tra d’an enseller Soutullo mar n’he dije keloù ebet digantañ.
Evel-just goude daou zevezh n’eo ket mui Taxeira evit padout ha lenn a raio pep tra.

Kregiñ a ra an danevell evel unan a vefe bet ijinet gant Lovecraft e-unan. Kavout a reomp dres a-walc’h tudennoù diouzh patrom ar skrivagner amerikan: ur vedisinerez, ur skrivagner hag ul livour (Adrián Novoa). Rannet eo ar skrid etre meur a lizher ha tamm-ha-tamm e vez diskuliet an darvoudoù dre sell pep tudenn. N’eus nemet pa vez anv eus ar pezh a ra Taxeira ma vez kontet en trede gour.
Kalz a blijadur am eus bet o lenn al levr-mañ. Ha daoust d’an embanner lavarout ez eo evit ar grennarded, bez’ e c’hall bezañ lennet gant tud gour. Renet eo mat, suspens ha spont a zo evel m’eo dleet e seurt lennegezh. Ha bremañ em befe c’hoant da lenn Lovecraft e-unan e brezhoneg.

Ur rebech am befe d’ober ouzh an troer, Mark Kerrain: bezañ dibabet un titl ken skañv. N’eo ket ken skrijus hag ar skrid e-unan siwazh.

Goude ma’z eo brav tresadennoù Maël Verot em befe kavet gwelloc’h ur golo heñveloc’h ouzh hini an embannadur galizek. (Koulskoude ez eo bravoc’h eget an embannadurioù e yezhoù all, sellit ouzh pajenn al levr e lec’hienn an oberour Cartas de inverno)

capa-cartas-de-inverno

Emichañs e raio berzh ar romant-mañ en hor yezh. Ezhomm bras a zo eus seurt lennegezh e brezhoneg, diouer a ra din ha d’un « nebeud » re all ivez a gav din.

Tasmant en ti, Agustín Fernández Paz (e bajenn er wikipedia brezhoneg aze), brezhoneg gant Mark Kerrain – 108p. – 10€

Evit lenn un ali all diwar-benn al levr: http://soubennargeek.wordpress.com/2013/12/03/tasmant-en-ti/

1 pensée sur “Tasmant en ti”

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *