Gcompris

Skrammadur Gcompris

Abaoe ur pennad em boa prometet da’m merc’h e lakfen c’hoarioù deskiñ em urzhiataer hag e kemerfemp amzer hon-daou da c’hoari gante.

Graet eo!

E lec’hienn An drouizig eo em eus kavet ar meziant Gcompris.
Siwazh dre ma ya ma urzhiataer en-dro gant Windows ne’m eus ket an holl c’hoarioù, ret eo paeañ evit-se, ar pezh na’m eus ket graet evit c’hoazh. Evit ar re a labour gant Linux: eürusat tud! Gallout a reot c’hoari gant an holl boelladennoù, youc’hoù!

A bep seurt traoù zo: c’hoarioù kontañ, skrivañ, kompren nerzhioù an natur, etc. Peadra da gaout plijadur eta. Dav e voe din displegañ da’m merc’h penaos c’hoari gant lod, ne oant ket diouzh hec’h oad ‘m eus aon met ken aheurtet e oa m’hor boa klasket ober evelkent. Un tammig diaes e oa ivez ar c’hoari gant lizherennoù o tiskenn, evit ober un ñ da skouer. Gant Windows e ran-me gant « alt gr+2,n ». N’eo ket staliet gant douchennaoueg vrezhonek. Gant Linux ez eo disheñvel un douchenn ñ zo. Lod ac’hanoc’h marteze zo bet prenet ur c’hlavier ispisial gante? Gwell a se! Ne viot ket lakaet diaes eveldomp.

Ouzhpenn displegañ dezhi ar pezh a oa d’ober (ar pezh n’eo ket anat atav. Bec’h em eus bet o kompren ur c’hoari pe daou, daoust d’an displegadurioù roet, pe abalamour dezhe?) em eus kavet gwelloc’h chom en he c’hichen da c’hoari ganti, d’he lakaat da gomz diwar-benn ar pezh e oa oc’h ober. Ur gwir blijadur eo bet eta ha graet e vo adarre.

Pouezus eo da’m soñj ober gant seurt c’hoarioù paneveken evit diskouez d’hor bugale ez eus traoù par d’ar yezhoù all en hon hini.

Displijet on bet avat gant traoù zo. Gwech ha gwech all e vefe bet mat klask displegañ ar c’hoarioù en un doare aesoc’h da gompren, dreist-holl evit bugale. Ha pa gleven: « Gourfiskal mat! » e c’hoarzhen glas. Un dra evel : « deuet eo brav ganit! » pe c’hoazh « eus ar c’hentañ! » am befe kavet gwelloc’h.

Kement-se lavaret, kit eta da bellgargañ ar meziant Gcompris! Ha plijadur deoc’h!

1 pensée sur “Gcompris”

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *