Alone, Edgar Allan Poe

Ur c’hoari, pe ur chadenn, zo er mare-mañ e Facebook. Lakaet e vez an dud da embann barzhonegoù barzhed ha barzhezed brudet pe dianav. Goulennet e oa bet diganin embann unan gant Edgar Allan Poe. Dibabet em eus Alone. Hag abalamour ma plij kalz din ober da’m spered labourat em eus troet ar varzhoneg-se e brezhoneg.
Emichañs n’eo ket peurvat al labour – pe hini a vefe? – met plijadur am eus bet. Mar fell deoc’h ober evezhiadennoù, grit hardizh!

Alone

From childhood’s hour I have not been
As others were; I have not seen
As others saw; I could not bring
My passions from a common spring.
From the same source I have not taken
My sorrow; I could not awaken
My heart to joy at the same tone;
And all I loved, I loved alone.
Then- in my childhood, in the dawn
Of a most stormy life- was drawn
From every depth of good and ill
The mystery which binds me still:
From the torrent, or the fountain,
From the red cliff of the mountain,
From the sun that round me rolled
In its autumn tint of gold,
From the lightning in the sky
As it passed me flying by,
From the thunder and the storm,
And the cloud that took the form
(When the rest of Heaven was blue)
Of a demon in my view.

Em-unan

Abaoe beure ar bugaleaj n’on ket bet
evel ma oa ar re all; ne’m eus ket gwelet
evel ma wele ar re all; n’on ket evit sachañ ganin
ma boemennoù eus ur strink voutin.
Eus ar memes mammenn ne’m eus ket kemeret
Ma anken; ma c’halon n’on ket bet
Evit he dihuniñ d’ar joa war ar memes kan
Ha kement tra a garis, o c’haris em-unan.
Neuze- em bugaleaj, e gouloù-deiz
ur vuhez arnevek -tennet e voe
Eus donder an droug hag ar mad
Ar c’hevrin zo ouzh ma eren dalc’hmat:
Eus ar froud, pe ar stivell ivez,
Eus tarroz ruz ar menez,
Eus an heol en-dro din o redek
En e liv diskaramzer alaouret,
Eus an oabl al luc’hed
O nijal a-us din tremenet
Eus an arnev hag eus ar c’hurun
Hag ar c’houmoul da vont a-stumm
(Pa oa glas ar peurrest eus an Neñvoù)
Gant un diaoul da’m meno

4 pensées sur “Alone, Edgar Allan Poe”

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *