Lak ar son kreñvoc’h

Soñj am eus, pa oan krennard ha ne ouezen ket petra ober pe vijen bras em boa gwelet ur film Pump up the volume. Sed aze an dañvadenn:

Dav din anzav ne’m eus ket dalc’het soñj resis eus ar film-se, nemet ar santimant am boa bet neuze, ar c’hoant da vezañ buhezour radio. Ar memes santimant am boa bet ivez gant ur film all, siriusoc’h an danvez anezhañ: Good morning Vietnam.

En em welet a raen o kontañ traoù speredek ha fentus evit dihuniñ spered an dud pe evit o diduiñ…

Sellit! Ne’m eus ket kendalc’het gant ma videoioù ma lennen barzhonegoù enne. Marteze avat e vefe gwelloc’h sevel podskignadoù evit se, ne gav ket din e vefe ket dedennus-se na ken talvoudus-se gwelet ma fenn.

Ale ‘ta! Un dra ouzhpenn da ober ur wech an amzer.

1 pensée sur “Lak ar son kreñvoc’h”

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *