Karantez, digarantez

Tro am eus bet da lavaret c’hoazh, ur wezh d’an nebeutañ, pegen skuizh e vezan gant ar rouedadoù kevredel, pegen droch eo kaout « mignoned » ha n’anavezan ket estreget dre hanterouriezh ar rouedadoù-se. Mar skarzhfen an holl re n’anavezan ket e gwirionez e chomfe pemp den d’ar muiañ a gav din, ma gwreg en o zouesk. Pemp den… ha ne c’hallfen ket kas keloù dezhe dre bostel pe pellgomz oute? Pe pediñ anezhe da zont gant ho merenn?

Re aes eo kontañ ma buhez d’an dud dianav, soñjoù dister peurliesañ, tammoù disparti, netra da lakaat ar bed da cheñch ‘m eus aon. Hag an amzer kaset enne ne vez ket kaset da grouiñ, da dreiñ labour tud all. Ne vez ket kaset da lenn (levrioù), ne vez ket kaset da ziskuizhañ ma daoulagad pe ma spered — anzavit ganin ez eo un dismantr spered ar pezh a vez lennet war ar rouedadoù-se re alies.

C’hwec’h miz zo a gav din em boa paouezet ur miz bennak gant ar rouedadoù kevredel. Klaoustre e c’hallan chom pelloc’h hep o daremprediñ! Doareoù all zo evit chom kelaouet.

Plijadurusoc’h e kavan dont da lakaat ur gerig amañ em blog, ar pezh ne ran ket alies ken… dre ma kollan amzer el lec’hioù a ouzoc’h Wink

Evit ar re a fell dezhe gouzout pegoulz ec’h embannan ur pennad nevez e c’hallit koumanantiñ d’ar blog ha lakaat ur gerig ur wezh an amzer m’hoc’h eus c’hoant.

Kenavo d’ar c’hentañ pennad!

3 pensées sur “Karantez, digarantez”

  1. A-du emaon awalc’h gant pezh ‘t eus skrivet : da betra ‘dalvez « karout » mignoned n’int ket mignoned evel just… Pebezn amzer gollet war henchoù ar rouedadoù ! Daoust m’emaon pedet da « garout  » ar pennad-mañ… 🙂

    1. Ya, « karout » tud n’anavezomp ket e gwirionez, pe o heuliañ hervez ar rouedad a reer gantañ. Kement a draoù roet da c’houzout da embregerezhioù ha n’eus ket mignoned anezhe! Ne nac’hin ket ez eo mat ar rouedadoù kevredel evit ober anaoudegezh gant tud all. Gwell e vefe avat o gwelet ur wech bennak estreget e Facebook pe Twitter (pe n’eus forzh petore rouedad all).
      An dalc’h a zo ivez gant an dud displijus, ar re a gav o flijadur o tiskar ar pezh a vez graet gant ar re all, ar re a zo ken pell o soñjoù diouzh me re ma’m bez c’hoant da stourm oute. Alies mat avat ne servij da netra nemet da zismantrañ ma spered. E-keit-se ne gasan ket amzer gant ar re o deus ezhomm ac’hanon.
      Ar memes santimant am boa bet gant foromoù zo. Gwechall e oa forom Kervarker. Mat e oa er penn-kentañ ha tenket ar soubenn tamm-ha-tamm.
      Bremañ e heuliin ar lec’hiennoù hag ar blogoù a blij din dre ul lenner RSS ha mont da ober evezhiadennoù ur wech an amzer hervez ar pennad.
      Un touell eo a-benn ar fin ar rouedadoù kevredel.

  2. Se ‘zo hervez an implij a reer diouto met gwir eo e c’hall bezañ ur c’holl amzer ha peadra da ziskar an temz-spered. Ma ‘t eus-te kavet da doare kempouez eo ar pouezusañ me gav! 🙂

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *