Petra ar foeltr emaout oc’h ober?

Lod ac’hanoc’h, marteze, a c’houlenn oute o-unan petra ar foeltr emaon oc’h ober er mare-mañ pa n’eus pennad nevez ebet er blog-mañ. Aes eo respont deoc’h, tudoù, o labourat e vezan bemdez em liorzh pe kentoc’h ar pezh a zeuy da vezañ ul liorzh. Betek-henn ne oa nemet treuzgeot en dachenn en-dro d’an ti. Geot fall a oa tremen diaes touzañ hag a dape betek hanter ma morzhed bep tro ma veze un devezh glav hag un devezh heol da heul. Ur spont na petra ‘ta!

Sed aze ma jez gant un trañch:

20140422-174444.jpg

Boulc’hañ an douar un tamm re galet ha mont gant al luskarar (« motokultor » ma fell deoc’h) da heul. Ha pa vo naet, tennet ar gwrizioù fall hag ar mein, kompezet amañ hag ahont, stummet an dachenn diouzh hor c’hoant, hadet e vo al leton.

Labour zo!

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *