Ger an deiz #9

Filifala

Pa glask an nen gerioù en ur geriadur e c’hall e selloù degouezhout gant traoù ha ne oant ket o klask. Sed a c’hoarvezas ganin hiziv.
Evit c’hoari filifala e tleer bezañ daou d’an nebeutañ, bezañ war o zu mat o-daou (pe ouzhpenn). Gant fent un tamm e kinnigan-me d’am c’haredig c’hoari filifala. Dav eo lavaret n’eo ket ur ger doanius da zistagañ.
Mat eo c’hoari filifala evit ar yec’hed, hini ar spered bepred abalamour d’an andorfin.
C’hoariit ´ta ken lies ha bemdez ma c’hallit!

3 pensées sur “Ger an deiz #9”

  1. E peseurt geriadur ho peus kavet ar ger-se, mar plij ?
    Rak me ne gavan ket anezhañ em re : Favereau Glas, An Here, R. Hemon, geriadur erotek M. Menard (an hini bihan, Coop Breizh), geriadur enlinenn M. Menard, hag all, hag all…

    1. En Alc’hwez bras ar baradoz vihan p.142 klevet e Plougernev gant Mikael Madeg evit doare : Leor lesanoiou Leon (er c’harnedig embannet da heul).

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *