Lenn… Graet eo!

Pemzektez zo e c’houlenne ma merc’h diganin deskiñ lenn dezhi, mennet ar plac’h ha da lavaret dezhi pa gomze galleg da gomz brezhoneg. Ne deu ket aes hag anat ar brezhoneg ganti met gwell-ouzh-gwell eo.

Evit a sell ouzh lenn e reomp gant an hentenn Telo hag Anna evel ma’m boa bet tro da lavaret c’hoazh (s.o. ar pennad-se). Bemdez eta e c’houlenn ober he c’hentel lenn brezhoneg a-raok ober he labour skol evit brasañ plijadur he zad… hag he hini. N’eus ket tu tremen hep ober pe ober he labour skol da gentañ, nann ‘vat!, brezhoneg da gentañ, galleg goude pik echu.

Bemdez eta e pleustromp war al lenn ha displegañ a ran dezhi petra eo ar soniadoù ha kement a ouzon en holl daoust d’he selloù kot gwech ha gwech all. N’eus ket anv a droc’hañ berr, mont betek penn ar gentel hag ar poelladennoù a fell dezhi.

Ha digwener da noz he devoa lennet ul levr hec’h-unan pe dost evit ar wech kentañ. Ne oan ket aze siwazh ha ma santimant eo evel pa ne’m befe ket gwelet he c’hammedoù kentañ. Bezet pe vezet e oa lorc’h enni an deiz war-lerc’h ar beure o tiskouez din Ur pesk munut hag o lavaret: « Tata, lennet em eus al levr-mañ ma-unan. »

Muioc’h a lorc’h zo ennon c’hoazh ganti pa n’eo ket ul levr gallek he devoa klasket lenn da gentañ!

9 pensées sur “Lenn… Graet eo!”

    1. Ne ouzon ket penaos em eus graet. Deuet eo a-daol-trumm. Marteze ez eo abalamour d’he c’hamaladezed er skol zoken. Lod a zo plijet gant ar brezhoneg evit doare hag e c’houlennont digant ma merc’h deskiñ traoù dezhe. Marteze ez eo abalamour ma’m c’har ha dre ma’z on tomm ouzh ar brezhoneg e fell dezhi ober eveldon. Marteze ez eo abalamour ma wel em burev an holl levrioù am eus da reiñ dezhi da glenkañ en he levraoueg. Sot-pitilh eo gant al levrioù. Da’m soñj ez eo abalamour d’an holl draoù-se war an dro…

  1. Ha kinniget peus dezhi selaou istorioù e Brezhoneg ? Keneiled vat, Gouel al Lapined, Olf ha Nita, Istorioù Rozenn ha Fañch al Laer…. da vezañ kavet en ti-emban TES…. Plijet-bras e vefe, sur !

    1. Ya, evel-just. Gouel al lapined hor boa selaouet kalz pa oa yaouankoc’h. Er mare-mañ ez eo Marc’hig gwenn a ra berzh er gêr. Sellet a reont (ur mab am eus ivez) ouzh tresadennoù-bev, ouzh abadennoù brezhonek. Didu ha plijadur a vez en hor yezh en tu-hont d’al labour deskiñ rik 🙂

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *