Korri… petra?

N’eus ket keit-se e oan bet gant klasad ma merc’h oc’h ober un tamm baleadenn aozet gant Au bois des Ludes. Lakaet em boa ma anv da ambrouger pa’m boa c’hwitet dija war vizit mirdi ar skol e Botoha e miz Genver. Dipitet ar paotr pa glevis em bije gallet kaozeal e brezhoneg gant an hini a c’hoarie ar mestr-skol. Ma. E-giz-se emañ ar vuhez.

Kaer ha dispak e oa an amzer, tomm zoken. Darev e oan da dremen ur pennadig amzer gant ma hini vihan hag he c’hamaladed en ur valeadenn war dodenn ar c’hontadennoù. Buan e kouezhas ma lipenn war ma lapenn avat. Ne oa ket ma merc’h er strollad bugale a oa bet fiziet ennon hag en un tad-kozh. Ma. E-giz-se emañ ar vuhez. Ne vez ket ar voul ganin peurliesañ. Ha pevar faotr dilu er strollad ouzhpenn-se. N’eo ket aze emañ an dalc’h avat.

Gevier a livfen ma lavarfen e oan bet souezhet gant petore kontadennoù a oa anv anezhe. Re glasel: Luduennig, Meudig, Ar briñsez hag ar bizenn, Gwennerc’h hag he seizh korrig. Ar re ziwezhañ-mañ avat a oa troet buan e Schtroumpfed, komprenit, Grognon ha Grincheux zo kaoz. Hag unan eus ar vugale a glaske un eizhvet. Ranket em boa displegañ dezhañ ne oa ket evel ar Vouskederien a oa pevar evit gwerzh tri, ne oa eizhvet korr ebet. Aze emañ ar « Ma. E-giz-se emañ ar vuhez » war e hent. Dipitet e oan ur wech ouzhpenn ha mantret o welet e tle bezañ rouez ar skolaerien stummet war sevenadur Breizh er skolioù-stad estreget er c’hlasoù divyezhek. Un digarez brav e vefe bet evit ober anv eus kontadennoù a Vreizh. Ma. E-giz-se emañ ar vuhez. (Lavaret em boa deoc’h ne vije ket pell a-raok dont.)

E dibenn ar valeadenn e tlee pep bugel klask botez Luduennig en ur lakaat ar re a oa en ur baner en he zroad. Ur seurt margodenn a oa. Lavaret hor boa, ma c’homper ha me, d’ar vugale treiñ kein evit chom hep gwelet petore botez a soñje da bep hini bezañ an hini vat. Pa oant krog da gavout hir o amzer em boa lavaret dezhe sellet er c’hoad ha ne welent ket korriganed. (Ar gaozeadenn da heul a vo er yezh orin evit chom hep trubardiñ gerioù ar vugale.)

— Un korri quoi? eme ur plac’hig.

— Un korrigan. Tu vis en Bretagne et tu ne sais pas ce qu’est un korrigan? emeve.

— Euh… c’est une bête?

— Non, c’est un nain, souvent gardien d’un trésor. C’est un nain breton, quoi.

— Ah ouiiiii! Ben tu sais, un jour on est allés à un match de foot avec mes parents et on a crié : « Allez les Bretons! Allez les Bretons! »

Ur skleur drant a lugernas e selloù ar plac’hig pa zistagas ar c’homzoù-se. Ne ouzon ket hag o tizoleiñ he breizhadelezh e oa gant se pe o soñjal ober plijadur din. Ar c’hevrin a chomo ‘m eus aon.

 

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *