Rouedadoù sokial

Ac’hanta, tudoù!

Penaos emañ ar bed ganeoc’h? Ganit-me e talc’h da vont. Klañvik on er mare-mañ, louzeier da lonkañ ha kement zo. An dra-se am befe gallet lavaret deoc’h war Facebook pe Twitter pe Google + n’eus ket keit-se c’hoazh. Perak ar foeltr neuze paeañ evit kaout ma blog din-me mar lakaan kement am eus da lavaret e ti embregerezhioù a ra arc’hant ouzh ma spiañ?

Ada Facebook ha Google

An noz all em eus klozet ma c’hont Facebook ha ma c’hont Google. Trumm em eus graet an dra-se hep lavaret da zen, da’m gwreg zoken he deus gwelet ne oa ket dimezet ken eno. Alies-mat e ran traoù evel-se, a-drumm.
Gouzout a ran e c’hoarzh tud zo (Geekezig en o zouesk) pa n’eo ket ar wech kentañ en ober. Ha muioc’h c’hoazh e c’hoarzhjont pa’m bo digoret ur gont adarre. N’hallan ket touiñ ne rin ket. Evit poent koulskoude e soñj din ne rin ket.
E Facebook em boa 93 mignon war-bouez nebeut. E-mesk ar re-se ec’h anavezan un dek bennak e gwirionez. Diwar an 93 den-se e welen keleier eizh anezhe ingal d’ar muiañ. Perak? Peogwir e vez dibabet gant Facebook ar pezh a zo da ziskouez din. A-benn ar fin em beze keloù gant tud a zarempredan ingal dija pe er vuhez wirion pe dre bostel. Neuze, perak mont da gontañ e FB traoù a c’hallfen kontañ dezhe er vuhez wirion pe dre bostel? Perak lezel FB gouzout e pelec’h e verdean e-lec’h o c’has da sutal? Perak lezel embregerezhioù gounit arc’hant en ur « spiañ » ar pezh a blij din? Ur spierezh zo kaoz e gwirionez pa sinomp evit ma c’hallfent hon heuliañ a bajenn da bajenn?
Un nebeud tud zo koulskoude ne’m bo keloù ebet ken digante pa n’emaon ket mui e FB. Klasket e vo un doare evelkent. Ur vuhez a oa a-raok ar rouedadoù sokial.

Diverket ma c’hont Google ivez. Re aezet e lakaen ma luc’hskeudennoù en Drive. Re a draoù personel spiet gant robotoù (da-lârsont). Re a zivizoù gant ma gwreg dre Hangout. Ma ne baeit ket, e vez lavaret, ez eo peogwir ez oc’h ar produ. Digoust ar servijoù, graet arc’hant diwar hon c’houst evelato. Diverket em eus ma c’hont Google ha n’on ket marv. Ober a ran an traoù all hep lakaat re a draoù er c’houmoul (Cloud mar fell deoc’h). N’eo ket koumoul eo, boestoù ne lavaran ket. Soñjit ‘ta ma’z afen da lakaat ma albom luc’hskeudennoù e ti an amezeg hep mirout un eil er gêr. Soñjit ma’z an un deiz da c’houlenn ma albom. Da gentañ ne ouzon ket ha n’en deus ket graet un eil anezhañ, da eil e c’hallfe nac’h ouzhin a zont tre. E di eo. Pe ma tiloj pe ma losk e di, echu gant ma albom luc’hskeudennoù. Evel-just ez an amplik ganti met meur a wech zo bet cheñchet ostilhoù gant Google ken ne ouier ket mui pelec’h kavout hon zraoù ma ne heuliomp ket ar cheñchamantoù a-dost.

Evit poent ne’m eus ket serret ma c’hont Twitter. Dont a ray marteze, un deiz. Plijout a ra din bepred. Ne bado ket marteze. Gwelet e vo.

Demat Diaspora*

Pellik zo bremañ em boa digoret ur gont e ti Framasphère. Tud eo a labour evit brudañ ar meziantoù frank. An dra-se a blij kalz din. Mont a ra en-dro gant Diaspora Setu eta ma c’hallfet ma c’havout eno (klaskit an_hudour). Ne vern e petore pod eus Diaspora emañ ho kont, kavet e vin ganeoc’h.
Aze e ouzon e pelec’h kavout an dud. N’eo ket difennet chom hep lavaret hoc’h anv gwir ha cheñch anv pa fell deoc’h ha kement ha ma fell deoc’h. N’eus ket bet ezhomm da stourm ha da gendrec’hiñ tud an arc’hant bras evit kaout ar meziant e brezhoneg. Ken aes ha tra e c’hallit kemer perzh el labour treiñ abaoe pell zo.
Eno ne welfet ket bruderezh evit koll pouez, evit paotreta pe merc’heta, ha bruderezh evit loadoù kenwerzh gant skeudennoù ar produioù e oac’h bet o klask du-hont.
Rouez eo ar vrezhonegerien e Diaspora* evit poent. Marteze e cheñcho. Deoc’h da welet.

Mont pelloc’h ganti

Ouzhpenn bezañ diverket ma c’hontoù meneget uheloc’h em eus kuzhet al liammoù skignañ anezhe em blog. Gwelet e rit ul lun « Brudañ » dindan ma fennadoù evit gallout o skignañ e Diaspora. Reiñ a ran an tu deoc’h d’o brudañ dre bostel pe d’o moullañ ma fell deoc’h. Pezh zo peogwir eo libr pep hini e kavfet lunioù Facebook, Twitter hag ar re all en ur waskañ war « Plus ». N’ho rediañ ket eta d’ober eveldon. Lu e vefe eus ma ferzh. ((e gwirionez ne c’hallan ket o skarzhañ hep skarzhañ ivez ar skignañ dre bostel :p))
Mar fell deoc’h heuliañ ma blog en hoc’h alian da goumanantiñ dre bostel pe dre gwazh RSS.

Evel-just ma n’hoc’h eus kont ebet e Diaspora* pe e Twitter evit dont e darempred ganin e c’hallit skrivañ din memestra aze.

Setu, tudoù gaezh, echu eo ar gaoz ganin nemet ha goulennoù ho pefe?

 Evit mont pelloc’h ganti, setu ur brezegenn kentelius-kenañ diwar-benn Google ha Facebook http://ldn-fai.net/liberer-internet-sexe-alcool-et-vie-privee/ (kit da welet n’eus netra hudur tamm ebet, nemet marteze doareoù ar re meneget uheloc’h).

4 pensées sur “Rouedadoù sokial”

  1. Ober a ran goap un tammig met gwarizius on war memes tro. Daoust din bezañ kizidik d’ar pezh a lârez e choman « sparlet » evel kalz tud all. Ur bern mignoned a dalc’han darempred ganto dre facebook (marteze e vefe doareoù all met ket ken aes ha me zo sur e tisframfe buan an darempred, soñjal a ran e tud ‘m eus graet anaoudegezh ganto e kerzh beajoù hag all). Evit a sell eus Google, ne n’em santan ket ken suj, daoust din kaout ur gont hag implijout oustilhoù zo. Me ‘zo sur e vefe aesoc’h din kuitaat Google neuze estreget marteze evit merañ koumanantoù YouTube.
    Setu n’on ket prest d’ober evel ma kinnig tud framasoft c’hoazh 🙁
    (met klask a ran implijout framadate e plas doodle hag all pa c’hallan)
    Evit a sell ouzh ar c’houmoul ez eus doareoù bremañ da gaout servijoù a ziwal ouzh prevezded da roadennoù pe a ginnig dit kaout an traoù er gêr zoken, da gloud dit te ez ti! (Cozy Cloud da skouer)
    Se vefen prest a-walc’h da glask a-benn ar fin, rak aon em eus tamm-ha-tamm eus an alc’hwezioù USB ha pladennoù gallet a ya ivez da val!
    E ya, ur sapre preder a zo da gaout. N’ouzon ket ma ‘z eus respontoù mat pe fall met dedennus eo komz diwar-benn-se. Trugarez dit da vagañ seurt preder ha digarez ac’hanon evit ma c’hoarzhadennoù n’int ket bepred gwall fin!

    1. Aes eo bezañ sparlet. Ober a reont evit ma chomo sparlet an dud. Gouzout a reont ober an dra-se. Ar pezh a gavan start ha spontus war un dro eo e teu da vezañ diaes chom da vezañ kelaouet hep kaout ur gont Facebook da nebeutañ, gwelet ez a patromed da glask hag-eñ hoc’h eus ur gont ha sellet pizh da c’houzout petra eo ho puhez prevez. Spontus e kavan ar soñj (hag aze e komzan eus traoù am eus klevet en-dro din) ez eus da gaout disfiz diouzh unan bennak ha n’en deus ket ur gont en ur rouedad sokial bennak, e FB dreist-holl. Evel p’en defe un dra bennak da guzhat dre ret. Spontus e kavan gwelet merkoù o c’houlenn digant an dud koumanantiñ d’o fajenn FB evit kaout traoù ouzhpenn ha gallout « spiañ » o arvalien.
      Spontus e kavan e vez paket an dud gant c’hoarioù FB hag a zo graet evit o spiañ, evit gouzout ar muiañ ar gwellañ ar pezh a blij dimp ha lakaat bruderezh forzh pegement evit ober dimp prenañ o marc’hadourezh. Temptiñ an dud dalc’hmat, betek ma sammfont dle evit prenañ un dra bennak ha n’o deus ket ezhomm anezhañ e gwirionez.

      Hag evit mont pelloc’h gant Facebook, soñj ‘ta e kemer ar frankiz da sevel algoritmoù evit diskouez dit ez moger ar c’heleier a soñj dezhañ e tleez gwelet. D.l.e. ne welez ket kement a vez lakaet gant da vignoned. E penn-kentañ e oa FB ul lec’h da chom e darempred gant mignoned. N’eo ket ken peogwir e tibab ez lec’h ar pezh zo da welet. Deuet eo da vezañ un ostilh evit ober arc’hant bras dre werzhañ profiloù da embregerezhioù.

      Evit a sell ouzh Google (hag ar re all) ez eo ar memes tra. N’eo ket gwir « ken » an dro-lavar « Google is your friend » evit kavout ar pezh a glaskez. Klask a reer ditour war un dra bennak met ar pezh a vez kavet eo ar pezh a fell d’ar c’heflusker enklask diskouez dit dre an algoritmoù lakaet e pleustr. Soñjal a ra d’an dud bezañ kelaouet met ken buan all e c’hallont bezañ diskelaouet pe treuzkelaouet. Un arm eo ar c’helaouiñ.

      Ar gwir zo ganit d’ober goap ouzhin war ar poent-se. Ne feukan ket. Meur a wech em eus kuitaet FB evit mont en-dro ennañ. N’eo ket an dra nemetañ a ran en un doare kelc’hiek betek bezañ prest a-walc’h, betek bezañ prederiet trawalc’h evit ober ma soñj da vat. Ha gwir eo ez eus tuioù mat gant un ostilh evel FB hag abalamour da se e c’hall padout ivez. 😉

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *