Pepper&Carrot Rann 1 – Braoued nijal

Salud deoc’h, tudoù !

Goude en em lakaet da dreiñ Ici vont les morts gant Valériane Duvivier a c’hallit kavout a lec’hienn Ar Gripi, krog on da dreiñ Pepper&Carrot gant David Revoy. Ur gwir blijadur e vo a gav din. Hervez ar reolennoù lakaet gant an oberour e c’hallan diskouez deoc’h an droidigezh amañ, ar pezh a rin eta a-feur ma vo troet. Gallout a rit ivez mont d’al lec’hienn Pepper&Carrot evit he lenn. Evit poent em eus troet ar rann gentañ hepken. Pa’m bo ur pennadig amzer e rin war-dro treiñ al lec’hienn evit ma vo gwelet pep tra e brezhoneg.

Plijadur deoc’h!

br_Pepper-and-Carrot_by-David-Revoy_E01P01

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *