Kreñvoc’h ar brezhoneg

Soñj hoc’h eus pegen mantret e oa bet ma c’halon pa rankis tennañ ma bugale eus Diwan? Soñjit ‘ta pegen eürus eo bremañ ma vefont adarre er skol-se a-benn miz Gwengolo. Ya, tudoù, echu gant ar skol stad er bourk. Ha dav eo din displegañ perak? N’eo ket ez omp deuet da binvidik a-greiz-holl, tamm ebet. N’hon eus ket gounezet arc’hant el Loto, n’eus ket marvet un tonton amerikan din pe da’m gwreg kennebeut. Gwelet hon eus n’halle ket hon bugale deskiñ brezhoneg en un doare dereat gant o zad hepken o komz ar yezh er gêr. Goude m’eo kreñv o c’harantez evidon, ne c’haller ket lavarout ez eo efedus-tre an nebeut a vrezhoneg klevet gante. Ha n’eus ket da dortal n’eo ket laeret an anv « yezh vamm ».

Abaoe m’hon eus graet hon soñj o skoliata adarre e Diwan ez eus muioc’h a vrezhoneg er gêr. N’oufen ket lavarout deoc’h perak. En em lakaet eo ma gwreg d’ober gant an tamm brezhoneg a oar. Emichañs e vefe laouen he c’helenner o lenn kement-se, ne labour ket en aner. Da heul eo en em lakaet hon merc’h da gomz brezhoneg ivez. Yezh vamm pa lavaran deoc’h…

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *