Diskuizhañ zo mat

En abardaez-mañ, tudoù, em eus graet un dra ha ne’m boa ket graet pell zo. Gouzout a rit pa samm an nen ur bern labour war e chouk: treiñ, adlenn, sevel pennadoù… Ne chom ket nemeur a amzer d’ober traoù all. Peurliesañ e ran ar pezh am eus graet hirie em gwele, klet an tamm ac’hanon, a-raok en em reiñ da gousket. Dre vras e-pad e-tro un hanter-eur. Ne vez ket mat dalc’hmat. Gwech a vez zoken e soñjan em befe graet gwell o tremen hep ober ha gortoz an deiz war-lerc’h; marteze ne oa ket ma spered gant se. Me zo sur ez eo c’hoarvezet ganeoc’h ivez. N’on ket hardizh ken-ken avat. Ne ran ket kement-se e lec’hioù arvarus. Hirie koulskoude e oan a-wel d’an holl. Em liorzh, gwir eo, met a-wel d’an holl. Ha pa ouzon mat ez eus merc’hed (ha paotred?) o c’hlaourenniñ gant ar c’hoant da gaout ur poltred ac’hanon ouzh en ober, n’ho talc’hin ket pelloc’h gant ma gerioù. Peogwir e plij kalz din en em ziskouez…

ermaezYa, tudoù, lennet em eus er maez dindan bannoù an heol. What did you expect?

 

2 pensées sur “Diskuizhañ zo mat”

  1. Pell on bet a-raok ober ar pezh a zisplegez aze. Bremañ ne lennan nemet pa ouzon ez eo prest va spered da resev ar skrid, un doare da zoujañ d’ar skrivagnerien met dreist-holl da dennañ ar pezh zo da dennañ diouzh ar skrid. Da betra lenn evit lenn ?

    1. Re wir, Olier. Ar boued spered zo evel ar boued korf: da betra fardañ pizza pa fell d’an nen debriñ rougailh ? Kaer en deus kavout mat ar pizza ur wech an amzer, ma n’emañ ket e vlaz gant se an deiz-se ne gavo tamm plijadur ebet gant e voued. Kaout plijadur, sed ar pezh a gont a-benn ar fin.

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *