Treiñ pe krouiñ?

trei-skrido-peAbaoe daou pe dri bloaz e vez embannet kalzik a droidigezhioù, kalz muioc’h eget dek vloaz zo. Mat ha… fall e oan e-sell lavaret, fall n’eo ket avat met lakaat a ra un dra bennak anat : n’eus ket trawalc’h a skrivagnerien, dreist-holl evit an dud deuet, hag ar grennarded marteze.

Ne fell ket din amañ barn ar pezh a vez embannet. En ober a ran c’hoazh e pajennoù Bremañ hag Al Liamm. Naren. Ar poent amañ zo klask gouzout gant petore hent mont. Diouzh un tu ez eo aes treiñ skridoù. Pa lavarn ez eo aes, komprenit ez eo aesoc’h eget sevel ur skrid, ur romant dreist-holl, a-ziwar netra (gouzout ha krouiñ a reer evit gwir a-ziwar netra a c’hallfe bezañ danvez ur pennad all). Ur c’hwistad labour a vo, c’hwec’h miz marteze pa rankit en ober goude ho labour, diouzh ment ar skrid e vo ivez. Ne lakaot ket daou vloaz, pe dri pe bemp, o klask sevel ar romant a ray berzh bras. Kalz aesoc’h eo treiñ unan bet graet berzh gantañ en ur yezh all ha turiañ ho spered d’e lakaat en hon yezh karet ar gwellañ ma c’hallit.

Aesoc’h ha, ma troit ul levr zo e roll an troidigezhioù skoazellet gant ar c’huzul-rannvro, frouezhusoc’h ivez. Ya. An arc’hant a vez roet gant ar c’huzul zo evit paeañ an droerien, ar pezh a zo mat-tre, arabat lavaret ar c’hontroll. Betek pemp mil euro e c’hall bezañ roet evit un droidigezh. Ne gav ket din e vefe roet kement-se alies met braoik eo ar sammad.

Ken brav ha ma ne ouzon ket petra ober ken.

Evel kalz ac’hanoc’h n’eo ket uhel an dour em stank. Gwelet em eus ul levr war ar roll hag a lakafen a-walc’h e brezhoneg evit an arc’hant. N’eo ket nevez an oberenn. N’eo ket sur tamm ebet e vefe gwerzhet nemeur a skouerennoù. Un arouez e vefe kentoc’h. Talvoudus e vefe din evit gwellaat ma brezhoneg pa rankin kavout diskoulmoù amañ hag ahont. Moarvat e vefe pleustriñ war ar vicher skrivagner ivez. Na pet troer zo en em roet da skrivañ goude? Hag an arc’hant a zeufe da heul.

Un eil oberenn zo war ma spered. N’emañ ket er roll. N’eo ket sur e c’hallfen sevel kalz a wenneien diwar ma labour, rak pa n’eo ket skoazellet e talvez em bo un dregantad hepken diwar ar priz foran hep taos. Evel neb skrivagner.

Treiñ pe krouiñ? Aze emañ an dalc’h.

Daou romant zo war ma spered, un nebeud berrdanevelloù ((un deiz marteze e rin gant «kevellenn» (Preder). Droch pout eo lavaret ur verrdanevell verr pe un verrdanevell hir. Ne gav ket deoc’h?)) ; peadra da ober un dastumad marteze. Evit al labour-se… Ne binvidikain ket. Soñjit ‘ta ar pezh a c’hall an nen gounit diwar ul levr gwerzhet 10€ pa dap 8% ha pa yafe 300 skouerenn gant lennerien a-feson. N’emaon ket o ouelañ. Gouzout a ran mat ez eo ar memes tra gant lod eus ar skrivagnerien e yezhoù all.

Neuze evit unan en deus ezhomm a arc’hant, pe war du treiñ? An treiñ levrioù skoazellet.

Aze e klevan lod ac’hanoc’h o pennfolliñ, oc’h enebiñ, o sachañ war o blev ken ez eont da voal, rak bezañ skrivagner n’eo ket redek war-lerc’h an arc’hant. Ar wirionez zo ganeoc’h. Lod all a lavar marteze n’eo ket mat pep skrivagner da dreiñ oberennoù pe n’eo ket mat pep troer da skrivañ. Re wir eo ivez. Koulskoude perak e vefe paeet mat an eil tra ma chomfe paour-razh egile? Perak e vez skoazellet an embannerien evit paeañ treiñ oberennoù estren en hon yezh tra ma ne vez ket skoazellet an dud da grouiñ en hon yezh?

E galleg e vezont skoazellet: yalc’hadoù evit ar skrivagnerien e KBL (CNL)

E brezhoneg ne vezont ket: yalc’hadoù evit an embannerien e Breizh (Kuzul-rannvro) ha yalc’hadoù evit an hiniennoù e Breizh (Kuzul-rannvro)

Ne lavaran ket, ur wech ouzhpenn, ez eo fall paeañ an droerien, ar pezh a lavaran eo e vefe mat skoazellañ ivez an embannerien da baeañ o skrivagnerien pe skoazellañ ar skrivagnerien evel ma vez graet gant Kreizenn Vroadel al Levrioù (an hini c’hall, hañ!).

Penaos e fell deoc’h ez afe hon lennegezh krouet en hon yezh da vezañ yac’h pa ne c’hall ket ar skrivagnerien bevañ diwar o arz?

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *