Gallout a ra unan livañ gevier mil gwech…

sonj… met ne c’hall ket livañ gevier da vil den. Pe un dra bennak evel-se.

Pa soñjan, livañ gevier tres ar wirionez warne pe kontañ ar wirionez liv ar gevier warni eo micher ar skrivagner. O teskiñ emaon c’hoazh. Er pleustriñ emañ an deskiñ evel ma ouzoc’h. Div verrdanevell zo ganin war ar stern, unan evit ar genstrivadeg « Nebaon! » aozet gant La Baie des Livres ha KLT, eben a vo kaset d’Al Liamm, marteze.

Da c’hortoz lenn kement-se e c’hallfet lenn pevar pe pemp haiku diwar ma fluenn en niverenn 412 Al Liamm.

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *