Gouel al levrioù e Breizh 2015

Ac’hanta, lennerien ha lennerezed!

Luc'hskeudenn ar golo gant Jean-Marie Renault

Bez’ am bo ar blijadur moarvat da welet lod ac’hanoc’h da-geñver Gouel al levrioù e Breizh e Karaez d’ar Sadorn 24 a viz Here. Mar fell deoc’h kaout un tamm dedi war ho skouerenn eus Pa gavan hir ma amzer pe Vodou zo amañ deuit da’m gwelet e stand Kuzul ar brezhoneg adalek 10e30 diouzh ar beure betek 6e noz. Marteze e vin ivez eno d’ar Sul, n’eo ket sur c’hoazh avat. Mar em gwelit en trepas pe er-maez oc’h aveliñ ma fenn e c’hallit ivez dont da varvailhat.

Marteze zoken e c’hallfec’h diskoachañ ur skouerenn eus Ar voul strink (Keit Vimp Bev) pe Omegalfa (Mouladurioù Hor Yezh).

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *