Gouel al levrioù e Karaez… ur blijadur!

skritell_sinadur_KaraezNe oa ket ar wech kentañ din mont da saloñs Karaez (evel ma vez graet eus an abadenn peurliesañ gant an dud). Ar wech kentañ e oa bet din da vont a oa e 1999 mar em eus soñj mat. An deiz-hont e oant bet war varc’h-houarn eus Gwengamp, noz a oa pa oan aet kuit eus ar ger, glav ha fank war ribl an hent. Stlabezet e oa ma bragoù ur wech degouezhet e Karaez ha ret din mont d’ur gourmarc’had da brenañ ur bragoù nevez evit ma vefe neuz dereat warnon evelkent. Delc’her stand Kuzul ar brezhoneg am boa d’ober, ne oa ket netra. An deiz war-lerc’h ne oa ket anv a vont war ma jav adarre. Graet ma soñj ganin c’hoari biz-meud. Souezhet e oan gant an nebeut a dremeniri. Ne oa ket da souezhiñ, ankouaet-mik ganin cheñch eur da’m dihuner. Pa vez an nen war an hent d’ur Sul beure da 7e e-lec’h 8e evel ma soñje dezhañ na gav ket sav buan, me ‘lâr deoc’h. Abaoe an amzer kozh-se em eus tapet ma aotre bleniañ, gwell a se. ((biken ne’m bije kredet e lavarjen kement-se))

An den nec’het… dinec’het

Ar re am darempred un tamm e Facebook a oar e oan nec’het gant ar soñj mont da sinañ ma dastumad barzhonegoù, Pa gavan hir ma amzer, ha ma zroidigezh eus Ici vont les morts, Vodou zo amañ embannet gant Ar Gripi.
Gant petra ‘ta bezañ nec’het? Evelato, aes eo respont: ha ma ne gavfen netra da gontañ d’an dud? Ha ma ne oufen ket petra da lakaat da dedi war o skouerenn? ((Ya, respont gant goulennoù a blij din. Er goulennoù e vez ar respontoù alies.))
Dinec’het on bet buan. Ar blijadur am eus bet da welet tud a anavezen c’hoazh ha na’m boa ket gwelet abaoe pell zo evit darn. Graet em eus anaoudegezh gant tud a zivizan gante dre Twitter pe Facebook ha tud e oa ar wech kentañ din o gwelet. Trugarez deoc’h-holl a greiz kalon rak dinec’het on bet ganeoc’h ha muioc’h c’hoazh, mall zo ganin en em gavout adarre en ur saloñs bennak ha marvailhat ganeoc’h.

Petra da c’houde?

Gant ar c’homzoù hegarat ha kalonekaus am eus klevet ne’m eus ken nemet ur c’hoant: reiñ skridoù all deoc’h da lenn. Skridoù a bep seurt, barzhonegoù anat eo, berrdanevelloù, bannoù-treset savet ken kaer gant tud all :p hag ur romant ur wech bennak?

Ar pezh zo sur eo ez eo ar saloñs-se ur maen-bonn war ma hent.

 

2 pensées sur “Gouel al levrioù e Karaez… ur blijadur!”

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *