Al Liamm 412

Setu, tudoù! Deuet eo an niverenn 412 eus Al Liamm er gouloù. Gouestlet eo d’an haiku, GoloAL412ar stumm barzhonegoù japanat berr-se ma klasker en ur seitek silabenn bennak pakañ ar bed en e bezh.

Ouzhpenn un nebeud haiku ganin e kavfet re gant Mari-Soaz ar C’HOZH, MAI-EWEN, Fanny  CHAUFFIN, Patrick DREAN, Ólöf PETURSDÓTTIR, KIRILL, Malo BOUËSSEL DU BOURG, Annaig KERVELLA.

Daou bennad plijus ha kentelius Haiku, beaj e-kreiz bihanañ barzhoneg zo er bed gant Malo Bouëssel du Bourg hag An haiku, benveg priziañ live yezh ha nerzh krouiñ ar vrezhonegerien ? gant Fanny Chauffin.

Ha traoù all c’hoazh ho lezan da zizoleiñ en ur vont da lenn an niverenn. Degas a ran da soñj deoc’h e c’hallit prenañ ur c’houmanant niverel ma n’eus ket lec’h ganeoc’h ken en hoc’h armel-levrioù.

Kit da lec’hienn Al Liamm evit gouzout hiroc’h.

 

1 pensée sur “Al Liamm 412”

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *