Youenn Gwernig

Golo Al Liamm niv. 411

Lezet em boa an niverenn-mañ a-gostez evit en lenn gant aked, en-sioul. Keuz ne’m eus ket. Un dudi eo bet ober damanaoudegezh gant Youenn Gwernig dre an eskemm lizheroù gant Ronan Huon, Per ar Bihan pe c’hoazh Jack Kerouac. Ur paotr sichant e hañvale bezañ.
Skoemp e kavan dalc’hmat ober anaoudegezh gant un arzour pe un arzourez pa’m bez plijadur gant o oberennoù. Dipitet e c’hall an nen bezañ ha steuziañ a ra e blijadur.

Aze avat, n’on ket bet dipitet. Goulennoù zo savet ennon koulskoude. N’eo ket diwar-benn Youenn e-unan, diwar-benn ober anaoudegezh gant tud, arzourien pe get, en amzer da zont p’emañ hon sevenadur o vont eus liv war baper d’al lavar daouek (?). Petore roud a chomo eus an eskemm lizheroù elektronek? Kemeromp unan eveldon (n’eo ket e soñj din ez eus danvez ur studiadenn ennon goude ma vin aet eus ar bed-mañ) hag a cheñch chomlec’h elektronek bep bloaz pe dost, hag a goll ur bern posteloù, ha na voull ket ar re dalvoudekañ zoken; lakaomp e vefe un arzour.ez evel-se ne chomo netra war e.he lerc’h estreget e.he oberennoù.

Daoust d’an dipit a c’hall sevel e kav din ez eo a bouez ober anaoudegezh gant arzourien evel-se, gouzout petra e oa o buhez, pehini e oa o sell war ar bed, ar pezh o chale en o c’hreizon. Un dudi vras eo din ivez gwelet o skritur. Ma, gant Youenn e veze bizskrivet e lizheroù war a hañval. Bezet pe vezet…

Ha mirout a rit-c’hwi posteloù en ur soñjal en amzer da zont pa vefet en ho diskaramzer ha c’hoant ganeoc’h ober ur c’hilsell ouzh ho puhez? En ur soñjal en ho tiskennidi a venno gouzout hiroc’h diwar ho penn?

2 pensées sur “Youenn Gwernig”

  1. Ya, dispar e kavan lenn eskemmoù lizhiri evelse, un drugar e oa an niverenn-se me gav.
    Gwir eo e seblant start din ijinañ embann eskemmoù posteloù en dazont en tu-hont d’ar gudenn mirout (rak kollet lizheroù a veze gwechall, reoù e stad fall (devet, glebiet, livaj diverket ha all). Berroc’h eo ur postel gant nebeutoc’h a zanvez e gwirionez. Gav ket dit? Mirout a ran ma fosteloù (d’ur mare zo e voullen ur bern met paouezet ‘m eus d’ober se goude ur mare evel-just) en un doare un tamm nec’het marteze met n’eo ket kement-se gant ar soñj e vo dizoloet traoù diwar ma fenn, se ra muioc’h a aon din avat… Meur a wech ‘m eus soñjet distruj skridoù kozh pe deizlevrioù bugel/krennardez zoken gant ar vezh hag an aon e vefent dizoloet un deiz bennak! Ma… Pep hini e nec’hamantoù 😀

  2. Moarvat on chalet gant kement-se abalamour da’m memor fall ha da istor ma familh. Karet em bije gouzout hiroc’h diwar-benn ma zud-kozh a-berzh tad, da skouer. Ha gwir eo e fell din e chomfe un dra bennak ac’hanon war ma lerc’h em ziegezh bepred pa vin marv.

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *