Skrivañ (e brezhoneg) hiziv

Stefan6Pell zo ne oan ket bet gwelet ouzh ar skinwel. Ar wech diwezhañ a oa bet da-geñver ar Prizioù e deroù 2015. O krenañ e oan bet evel ur barr delioù a-raok bezañ gwelet e-tro div vunutenn d’ar muiañ. Soñjit ‘ta e pe stuz e oan pa oa deuet Corinne ar Mero eus LB Krouiñ da c’houlenn ouzhin kemer perzh en abadenn Bec’h de’i a vefe gouestlet d’ar skrivañ ha d’an treiñ e brezhoneg!

Anzav a ran ne’m boa ket asantet kerkent. Ma spont da lavaret traoù dister a oa ken kreñv hag an hini da skrivañ traoù dister. Ha goude bezañ komzet gant ma gwreg, gant mignoned ha mignonezed (Ra vefont benniget gant Doueoù ar seizh plijadur warn-ugent!) em boa graet ma soñj mont. Goude-holl, kustum on d’ober al lu ouzhin ma-unan, d’ar gwashañ em befe tennet da’m aktor patrom (pa oan krennard) JCVD, debriñ a ran fav-glas ivez.

Ne gontin ket deoc’h pet gwech e oan aet d’ar c’habinedoù… na penaos em eus kemeret pemp munut evit distennañ ma c’helc’h-speurenn ha displegañ d’an anken: « Tec’h, tec’h, tec’h! N’eo ket amañ emañ da lec’h. Nag amañ na neblec’h! » Ne vennan ket abuziñ hoc’h amzer, na bezañ borodus hag arabadus. Deoc’h e vo da welet ha skoet-mik eo bet ma anken ganin.

Plijadur am eus bet ken gant an dud pedet ken gant skipailh an abadenn. Kavout a ra din ez eus bet lavaret traoù talvoudus goude ma vefe bet meur a dra da lavaret c’hoazh. N’eo ket danvez a vank war ar skrivañ hag an treiñ. Emichañs e vo graet abadennoù all diwar-benn kement-se, ingaloc’h emichañs eget bep 10 vloaz, gant chadennoù all ha gant skrivagnerien ha skrivagnerezed all. Evel m’he doa lavaret Mich Beyer din: arabat eo e vefe gwelet ar memes re atav.

Ur rebechig am befe d’ober, goude ma ne oa ket anv a ginnig hor skridoù diwezhañ e vefe bet mat marteze diskouez goloioù levrioù bet savet pe troet ganimp-holl. Lavaret en deus Lionel Buannic ez omp brudet. Gwir eo hep mar evit Mich Beyer, Kristian Braz, Thomas Kloareg ha Ninnog Latimier, n’on ket sur avat e vefe kenkoulz evit Myriam Guillevic ha me. Ur rebechig n’eo ken avat.

Ma, petra ‘vo da heul an abadenn-se? Kentelioù c’hoari perzh? Mont war al leurenn da c’hoari? Piv ‘oar?! Da c’hortoz, n’eo ket an danvez a ra diouer din evit sevel skridoù all, un tamm urzh hag amzer ne lavaran ket.

Bremañ e c’hallit mont da sellet ouzh an abadenn ma n’hoc’h eus ket graet c’hoazh.

http://www.brezhoweb.com/video/bech-dei.html

(Ha lezel ur gerig e-kichen ar video evit lavaret pegen brav ha speredek on, n’eo ket difennet!)

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *