Ger an deiz #14

Genoù

Soñj am eus, gwerso, e oa bet graet un arnodenn dreiñ diwar ar brezhoneg er skol-veur. Ma’m eus soñj mat e oa en eil bloavezh DEUG. Ne vern e gwirionez… Er skrid bepred e tiwade genoù unan bennak hag unan fin en devoa (pe he devoa?) troet « du sang coulait de son genou »… N’emaon ket oc’h ober goap rak ma oufec’h penaos em boa troet « ar vignoned nesañ », n’eus ket da vezañ lorc’h ennon. Bezet pe vezet, ar ger genoù eo ger an deiz. Perak? N’eo ket diaes an dra-se (evel ma vez lavaret e mojennoù kozh Iwerzhon): o lenn termenadur ar verb pegañ e oan, rak evel e n’eus forzh peseurt zo e c’hall an nen soñjal e oar ervat ster ur ger bennak met ne ra nemet e dreuzimplij. Setu avat ma welan: Peg hennezh ouzh da c’henoù! E-lec’h ma planter ur gunujenn e dent egile e galleg e vez peget ouzh e c’henoù e brezhoneg.

Marteze e soñjit: perak n’en deus lakaet « pegañ » evel ger an deiz? Dre ma ne’m bije ket kontet ma hanezenn c’hoarvezet er skol-veur hag arabadusoc’h e vije bet ma fennad.

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *