Un devezh leun a vrezhoneg

M’emaoc’h eveldon en ur c’houblad divyezhek gant hini ebet en o familh hag a oufe brezhoneg e ouzoc’h pegen diaes eo lakaat ar vugale d’ober gant hor yezh. Ret eo kavout troioù ha distroioù, bezañ fin, evit ma teurvezfent ober gant ar yezh emaon o klask legadiñ dezhe.

petshop_brezhonegHirie em eus asantet prestañ ma fellgomzer da’m merc’h evit ma rafe filmoù gant he delwennigoù petshop. Goude bezañ gwelet he devoa kalz a blijadur gant se em eus lavaret dezhi: « Perak ne rafes ket ar memes tra e brezhoneg? Goude e c’hallfemp o lakaat e Youtube. » Lammet he deus gant al levenez, poket din e-leizh ha redek d’he c’hambr d’ober, neket ur filmig hepken, pemp ne lavaran ket! Evel-just n’int ket disi, ken e-keñver ar filmañ hag ar seveniñ, ken e-keñver ar yezh met ne oa ket aze e oa ar pal a-benn ar fin. Ur blijadur vras he deus bet d’ober gant ar yezh, setu ar pezh a felle din.

Mard oc’h kalonek a-walc’h pe m’hoc’h eus bugale a garfe sellet ouzh seurt videoioù (hep ger gros ebet!) setu he chadenn: Petshop e brezhoneg

 

Pokemon-Go

An eil tra am eus graet eo staliañ Pokémon Go. Ya, lenn a rit mat. N’on ket sot gant Pokémon. Droch e kavan an dud trelatet o redek war-lerc’h ar gwellañ Pokémon er bed. Koulskoude em eus soñjet e vefe mat kaout ur prantad ha ne vefe ket « labour skol » (studial ur skrid, leuniañ fichennoù…) evit komz an eil gant egile. Staliet em eus ar c’hoari eta o soñjal e c’hallfemp mont da vale ha komz

diwar-benn traoù a bep seurt. Un digarez ne oa ken eta. N’eo ket aet an tenn er c’hleuz! Kerzhet hon eus e-pad un eur hanter, graet tro-dro da 2km500, kavet 12 Pokémon, c’hoarzhet kalz, lakaet ar gaoz war en em reteriñ, war ar savadurioù pennañ er gêriadenn, gwelet ur glazard (hi he deus e welet, me ne’m eus ket)… Meur a wech am eus ranket degas da soñj dezhi ar reolenn nemeti a oa bet lakaet: komz brezhoneg hepken, met dalc’hmat he deus graet hep hegaziñ, hep lavaret evel re alies: « Re ziaes eo. »

Goude Pokémon Go e c’hallfemp ober GeoCaching, n’eus ket nemeur a dra e brezhoneg avat…

 

5 pensées sur “Un devezh leun a vrezhoneg”

  1. Pebezh devezh!
    Ur mennozh mat eo kinnig d’ar vugale ober videoioù e brezhoneg. Dija n’eo ket anat intent « ma fell dit te eus tra-mañ-tra ha n’eus ket deus outañ, gra anezhañ » pa vezer bras, evit ur bugel eo startoc’h c’hoazh evidon-me. Aze e oa evel ur c’hoari eviti ha ket abalamour d’un diouer a zibab.
    N’out ket sot gant Pokémon pe gant PokémonGo? Rak pal ar c’hoarioù Pokémon eo « redek ar bed » evit sellout ouzh ar Pokémon ha gourdonañ ar re karetañ bet tapet ganit evit kreñvaat anezho 😉
    Se eo ivez nerzh ar c’hoari-se (evit ar o deus poellgomzerioù gouest d’ober gantañ… T-T) evidon-me : lakaat an dud da vont er-maez hag eskemm gant o familh pe tud dianav a c’hoari ivez. Bepred e vo tud o vont dreist d’un implij « boutin » met darn vrasañ an dud a dapo just un tamm plijadur evel ho peus graet ha me gav eo kentoc’h mat neuze!
    Ma, pismigañ a ran evel-just met laouen bras on bet o lenn da bennad ha deskrivadur ho tevezh!

    1. Kompren a ran da ali war Pokémon. Lavaret a ran n’on ket sot rak evidon, gourdonañ ar boudoù-se evit en em gannañ a denn un tammig re d’ar pezh a vez graet gant ar chas pe ar c’higi. Evel-just ne anavezan nemet ar pezh a welan eus ar stirad tresadennoù-bev. Marteze eo re dort ma spered? Neuze e kemeran tu mat ar c’hoari hepken evidon, evel tad: lakaat ar vugale da vont da vale, da zeskiñ en em reteriñ war ur gartenn h.a. h.a.

      N’eo ket pismigañ a rez pa roez da ali, evelato! 😉

      1. Hag ez eo, gwir eo! Spontus e c’hall bezañ mennozh ar c’hoari (bugale laosket da redek ar bed a-benn bac’hañ loened!) met ur c’hoari a chom ha dedennus eo pa c’hall kaout meur a ster, a reoù ken don, ne gav ket dit? Traoù zo a vo merzet tamm-ha-tamm gant ar vugale (pe ganto ur wech bras). N’eo ket re dort da spered, war an dachenn-se d’an nebeutañ 😉
        Ar pep pouezusañ ‘t eus komprenet evidon-me : ret eo kemer an traoù war o zu mat evidout!

  2. Start eo desevel hon bugale e brezhoneg pa ne vez nemet eus ar galleg tro-war-dro, ya.
    Achu ganin ober goap ouzh an tropelladoù yaouankizoù a weler ur wezh an amzer er vro o pokemoneta, marteze a-walc’h e stalin an arload daonet-se em foellgomzer evit c’hoari gant ma bugale-din. Trugarez deoc’h evit an awen !
    Ur brav a bennad « d’utilité publique », laouen vefen ma kavfen muioc’h dionte.
    Dalc’hit mat,

    Gwenegan

    1. Laouen on o lenn e c’hallo talvezout deoc’h ar pennad-mañ. A-benn ar fin e rankomp kavout ar pezh a blij dezhe ha silañ ar brezhoneg da yezh c’hoari. Ar c’hoarioù, ar c’hanaouennoù hag ar bourdoù… ret eo delc’her soñj penaos e oamp pa oan a-oad gante.

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *