Erru eo kozh 2016!

Ya, erru eo kozh ar bloaz. Ha ken nebeut a dra zo bet skrivet amañ ar bloaz-mañ c’hoazh. Ret eo lavaret e vezan tapet gant labourioù a bep seurt; gant daou dra dreist-holl: treiñ L’île mystérieuse e brezhoneg ha… klask cheñch micher. Emichañs e ouzoc’h kement-se dija rak rouez an dud a zeu amañ ha na vent ket mignoned din e Facebook pe Twitter. Soñjomp er re rouez-se avat ha displegomp un tamm. Da heul ur bilañs barregezhioù ez eo deuet anat e felle din mont etrezek bed an embregerezh-korf da labourat. Setu ma klaskin tapout ur BPJEPS evit mont da coach (pe diorroer sport, ma fell deoc’h). N’eus netra graet c’hoazh rak dav eo din e vefe asantet ma Ehan Stummañ Hiniennel ha, dre-se, arc’hantaouet ma stummadur.
Ma, an arc’hant zo un dra, gallout mont da vezañ stummet zo un dra all rak n’eo ket n’eus forzh piv a c’hall heuliañ ur stummadur, arnodennoù mont tre zo. Ar rumm kentañ zo termenet gant maodiernezh ar sport, hag un eil rumm gant pep kreizenn stummañ. N’eo ket diaes deoc’h intent eta e vezan o c’hourdonañ ken lies ha bemdez: kigennerezh, step (pazenn), LIA (Low Impact Aerobic), hep disoñjal an hapkido (c’hoant am eus da dapout ma gouriz ruz hevlene!). Etre 7 ha 10 eurvezh embregerezh-korf bep sizhun.
Setu e vez diaes din dont amañ da skrivañ un dra bennak…

Daoust ha dedennet e vefec’h gant ar pezh a ran evit en em lakaat e par da vezañ degemeret en ur greizenn stummañ? Alies e kontan an traoù em c’hont Instagram (@stefansport) pe e Facebook. Ma fell deoc’h avat e c’hallfen en ober amañ un tammig gwelloc’h eget an notennoù berr a ran er rouedadoù meneget. Warc’hoazh, da skouer, emaon o vont d’ur stummadur dizarbenn ha sikour keodedel live 1 (DSK1 *netra da welet gant ar politiker hudur!*). Ma fell deoc’h reiñ ho soñj… grit hardizh! 🙂

2 pensées sur “Erru eo kozh 2016!”

  1. Spi ‘m eus e tremeno mat ar raktres-se. N’on ket dedennet kement-se gant bommoù berr instagram pe facebook met ma fell dit ober kilselloù hollekoc’h ur wech an amzer amañ hag e sikour an dra-se ac’hanout da skrivañ a vare da vare e kavan eo ur mennozh mat hag e lennin gant plijadur!
    Fentus eo da bennad peogwir e oan e soñj skrivañ un destenn gant memes ton tamm-pe-damm diwar-benn Soubenn ar Geek. Marteze e rin! Piv ‘oar…

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *