Tanijenn-yalc’h

Tanijenn-yalc’h

Evezhiadenn: kemmet eo bet ar pennad-mañ da heul ur postel zo bet kaset din. Al lennerez he deus e gaset din a gave abeg — gant gwir abeg :p — er ger « yalc’hfo » am boa savet evit treiñ ar galleg « bursite ».

Petra eo un danijenn-yalc’h? Termenet e vefe evel-henn en ur geriadur emichañs: gor, koeñv poanius en ur yalc’h levrus. N’oc’h ket avañsetoc’h? Ma, diwar danijenn e teu dourenn dindan ar penn-glin hag en-dro dezhañ ken e koeñv al lodenn-se eus ar c’horf. Diaes e teu plegañ ar c’har da vezañ. Netra d’ober estreget chom hep fiñval re ha pakañ louzoù evit distanañ.

Penaos e tap an nen seurt tra lous? Pa vez war e bennoù-glin e-pad re bell, pe eveldon, pa ra re gant e genvell. Alies e c’hoarvez gant ar rederien.

Ar sizhun dremen em boa graet un tammig re a embregerezh-korf ‘m eus aon ha gloazet eo bet ma glin kleiz ganin. Mantrus eo met chom a ra lodenn uhelañ ar c’horf ha ne oan ket chomet seizhdaletoc’h dec’h evit ober un abadenn a-zoare, roet ken hegarat gant Pierre eus al load www.litobox.com

Litobox-wod-441

Siwazh din, n’eo ket kreñv a-walc’h ma c’hein evit c’hoazh d’ober sachadennoù-krec’h reizh. Ranket em eus ober roeñvadennoù a-eilpenn (pe inverted row ma fell deoc’h), evel-henn:

Ma, pell emaomp eus an danijenn-yalc’h… Un abadenn a-feson eo bet bepred. Poan am eus c’hoazh em c’higennoù, dreist-holl re ma c’hof. 🙂

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *