Pleustriñ

Gouzout a rit emaon o’n em brientiñ evit bezañ degemeret en ur stummadur « BPJEPS Activités de la Forme ». Tro am eus bet d’en lavaret amañ c’hoazh, met randoniñ a gavan mat!
Gourdoniñ a ran bemdez. E-tro 9e pe 10e a embregerezh-korf bep sizhun.

Lun Meurzh Merc’her Yaou Gwener Sadorn Sul
Pazenn (Step)
Kof ha peñsoù
Kein
Pazenn (live 2)
Hapkido Pazenn
Dañs aervevat
Divhar
Hapkido Bruched Redek

Ret eo din anzav e santan n’on ket yaouank ken. Diaesoc’h din diskuizhañ ha dastum nerzh. Ha perak ne vefe ket pa zeu an trubuilhoù pemdez war ma spered da virout ouzhin a gousket abred da skouer. Moarvat e ouzoc’h holl petra eo: labour, bugale, fakturennoù… N’eo ket evit kelo-se avat ne rank ket an nen mont da heul e vennozh hag ober evit ma teuy e c’hoant da wir.

 

D’ar Sul 5 a viz C’hwevrer e oa deuet c’hoant din mont da redek 10km war ma fouezig evit lakaat ar gwad da redek em divhar hag a oa skuizh un tamm goude un abadenn HIIT diaes a-walc’h. Paotr droch ma’z on avat, goude 500m em eus cheñchet mennozh hag aet evit redek war-hed 20km. Ar wech kentañ e oa din klask en ober, neuze e oan aet war ma nañvig evel ma c’hallit gwelet war ar skeudenn-mañ

Emichañs em bije gallet mont un tammig buanoc’h met gant an avel a-benn pe a-gostez a oa ne oa ket aes. Ha pa ne oar ket an den ha gouest e vo da badout, gwell eo dezhañ espern e nerzh. Anzav a ran em boa bet bec’h e-pad un nebeud devezhioù war-lerc’h o tastum nerzh. Skuizh e oan bet.

Mont da redek, ouzhpenn gourdonañ kalon ha divhar a dalvez ivez da welet bro, da glevet an natur o richanat, o sourral, o tevel ivez. Pa vezan ma-unan hag em-unan evel-se e teu ivez soñjezonoù da gouchañ war baper goude. Pa vo echu ma zroidigezh ganin en em roin da sevel ma romant.

Da c’hortoz… bec’h d’ar sport!

 

 

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *