C’hoarioù nerzh Breizh

D’ar Sadorn 08 a viz Ebrel e oan bet e Mousterfil e Le Cârouj d’ober un abadenn c’hoarioù nerzh. Siwazh din ne oa bet abadenn c’hourdonañ ebet gant skipailh S.A.B 35 pa ne oa den dibres ebet war-bouez Jessica. He zrugarekaat a ran evit ar weladenn hag evit bezañ diskouezet din an holl c’hoarioù zo en ti: c’hoarioù kilhoù a bep seurt (lod na’m boa gwelet gwech ebet a-raok, paledoù, bouloù… (Sellit ouzh ar skeudennaoueg da heul).

Goude se he devoa komzet din eus ar 7 c’hoari a ya d’ober Sportoù Atleterezh Breizh:

  • Gwerniañ ar berchenn
  • An ahel karr
  • Ar maen-pouez
  • Ar vazh-yod,
  • Ar sach fun
  • Ar voutelenn
  • Ar redadeg gant ur samm

Ne’m boa ket graet pep tra. Chomet e oan gant pevar c’hoari ha me ‘lâr deoc’h em boa bet bec’h. Pell e oan eus ar pezh a vez goulennet a-benn kemer perzh e kampionad Breizh. Peadra avat da reiñ c’hoant din da vont pelloc’h gant ar c’hoarioù-se ha da lakaat ma anv er c’hlub.

Ne gomprenan ket perak ez eus ken nebeut a vrud gant ar c’hoarioù-se. Neblec’h ne vez lakaet ar gaoz warne. Marteze e rankfe an traoù mont war vicherelaat evel m’eo bet graet gant Bodadeg ar gouren? Stummañ tud zo d’ober evit gallout ren gourdonerezhioù a-zoare ha neket chom gant amatourien (pegen barrek e vefent evel atletourien) ma fell dimp reiñ ul lufr nevez d’ar c’hoarioù kozh-se.  Pa weler ar berzh a ra ar c’hoarioù nerzh e Skos, en Euskadi hag e broioù all eus Europa ez eus peadra da vezañ chalet gant koll c’hoarioù Breizh.

Siwazh din ne c’hallin ket kemer perzh e kamponiad Il-ha-Gwilen hevlene na mont da welet kamponiad Breizh 2017 e deroù miz Eost a vo dalc’het kostez Blaen (e Saint Omer de Blain, kaer am eus bet klask an anv brezhonek, ne’m eus ket kavet). Ur blijadur e vefe din avat klask kemer perzh er c’hampionad e 2018. Evit se e vo ret din gourdonañ rak evel ma’m boa lavaret uheloc’h: bec’h am boa bet.

Ar pezh a blijfe din eo e vefe kement a vrud gant ar c’hoarioù-se ha ma’z eus gant ar gouren bremañ. Hag ar pezh a vefe mat ivez eo ober muioc’h gant ar brezhoneg. Pa weler n’eus ger brezhonek ebet e load an FNSAB estroc’h evit anvioù ar c’hoarioù… labour zo c’hoazh.

Un nebeud skeudennoù ma fall deoc’h ha kit da c’houzout hiroc’h e load La Jaupitre

 

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *