Deuet eo ganin :p

Abaoe ma’m eus kroget gant ar stummadur e c’hallan lavaret ne oa ket uhel ma c’hribenn ganin. D’ur poent bennak zoken e vagen soñjoù du e-leizh ken e oa bet darbet din leuskel an traoù da vont ha distreiñ d’al lec’h ma oan a-raok… N’eo ket padet pell ar stad-se avat. Petore den e vijen bet ma’m bije pleget dirak ar skoilh kentañ? Ma merc’h zoken a oa deuet da lavaret din: « Goût a rez, Tata, ne c’hallez dont a-benn eus pep tra d’an taol kentañ. Ret eo labourat. » Furnez ar vugale (hag a oar restañ ar pezh o devez klevet digant o zud).

Bezet pe vezet. Adpaket nerzh-spered ganin em eus dalc’het da vont ha deuet on a-benn da dapout an tamm paperenn gentañ diouzh an taol kentañ. Reiñ a ra nerzh din da gendelc’her evel-just ha da dremen dreist linenn ar gletadurezh evit gwellaat hed-ha-hed ar stummadur.

N’eo ket aes bezañ ur gourdoner a-zoare daoust ma c’hall an nen soñjal pan a d’ur sal fitness da heuliañ abadennoù a-stroll. Ret eo soñjal en ur bern traoù war an dro.

Plijus eo bet din klevet e ran labour sirius ha mat. Ne oa ket anat, pell zo em boa kuitaet ar skol, morgousket e oa ma spered ivez tamm pe damm gant al labour a raen. Un drugar eo deskiñ traoù nevez, dreist-holl diwar-benn mont en-dro ar c’horf.

Marteze e c’hallfen skrivañ un tamm muioc’h diwar-benn ma doare da c’hourdoniñ ivez?

 

Une réflexion sur « Deuet eo ganin :p »

  1. Mil bennozh da Erna, furnez ganti war an dachenn-se, sur!
    Anat eo n’hall ket bezañ aes kregiñ gant un hent nevez evelse, ingal e seblant aesoc’h chom en un endro a anavezer, a vezer boaz outañ. Aha ya, met daoust ha n’eo ket chom da louediñ? Sur on e vi eürusoc’h e fin ar gont, daoust d’ar skuizhder, d’ar prantadoù douetañs ha keuz zoken marteze.
    Arabat dit digalonekaat! Te wel e vez meulet da strivoù dija! 😉

Laisser un commentaire

Votre adresse de messagerie ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *