Dianav

An deiz all e oa deuet din anv ma eil dastumad barzhonegoù… ha ne’m boa savet barzhoneg ebet evit c’hoazh. Deuet e oa din goude bezañ lennet un daou-ugent barzhoneg bennak gant KO Un, unan eus brudetañ barzhed Korea ar Su, en dastumad Himalaya sipyeon (Barzhonegoù Himalaya) bet troet e galleg. Souezhus eo kaout un titl hep gouzout petra a zeuy da heul. Abaoe avat em eus skrivet ar varzhoneg kentañ — ha ne vo ket dre ret an hini gentañ en danvez dastumad. Setu-hi:

Petra eo anv al labous o plavañ
Petra eo anv ar wezenn a dap betek an oabl
evel biroù
o tiskouez din ar steredenn
na ouzon anv ebet dezhi

Petra eo anv ar vleunienn dispak
Petra eo anv an amprevan a chug he gwad

Petra eo anv an avel
a c’hoari e blev ma gwreg
emaon o tennañ he foltred
gant ma Samsung Galaxy SM-G900F

Blues

Un nebeud pozioù blues ho po? Savet prim? Sed amañ…
 
A! keuz am eus da’m bapaig
Ganti ‘oa ur baradozig
Ganti ‘veze ‘n heol bemdez
O parañ war ma buhez.
 
A! Aet eo kuit ma bapa koant
Hag aet kuit ganti kement c’hoant
‘Met an hini da beurlipat
Bontoù ront evel bontoù plat.
 
Erru ez eus un noz du all
Ha me n’on ket c’hoazh mezv-dall
Peur e pareo ma c’halon
Peur e tifrailho ar c’hloaz don.
 
Gitar, harmonika, saksell, pe an benveg a blijo deoc’h…

Pa gavan hir ma amzer

Luc'hskeudenn ar golo gant Jean-Marie Renault
Luc’hskeudenn ar golo gant Jean-Marie Renault

A-benn nebeut e c’hallfet kavout ma zorkad barzhonegoù er stalioù-levrioù a-zoare (evel-just). Da c’hortoz, setu ar golo hag an tamm testenn er golo pevar.

Ganet eo bet Stefan Carpentier e korn-bro Pariz e 1975. Gant Danvez Breizh eo e voe sachet e evezh war-du Breizh en e amzer skolaj. Eno e reas anaoudegezh gant sonerezh Stivell, Malicorne ha Tri Yann. E 1995, tapet e vachelouriezh gantañ, e reas e soñj mont da Vreizh da zeskiñ brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2.
Berrdanevelloù gantañ zo bet embannet el Lanv, el Liamm hag e Gripi. Kinnig a ra amañ e dorkad barzhonegoù kentañ, skrivet an darn vrasañ anezhe “pa gave hir e amzer” ha pa n’en devoa, ouzh ar bed, remed all ebet.

Flik ha flok ha plik ha plok
Gwerenn ar prenestr

oc’h eostiñ daeroù hañv

Alone, Edgar Allan Poe

Ur c’hoari, pe ur chadenn, zo er mare-mañ e Facebook. Lakaet e vez an dud da embann barzhonegoù barzhed ha barzhezed brudet pe dianav. Goulennet e oa bet diganin embann unan gant Edgar Allan Poe. Dibabet em eus Alone. Hag abalamour ma plij kalz din ober da’m spered labourat em eus troet ar varzhoneg-se e brezhoneg.
Emichañs n’eo ket peurvat al labour – pe hini a vefe? – met plijadur am eus bet. Mar fell deoc’h ober evezhiadennoù, grit hardizh! Continuer la lecture de « Alone, Edgar Allan Poe »