Amzer, emezit-hu?

Abaoe ma’z on krog da studial micher an diorroer sport ne ran nemet redek war e lerc’h. Anzav a ran ne’m eus ket amzer da lenn ken e brezhoneg, pe dost, rak kalz a labour « skol » zo d’ober. Addeskiñ kontañ (betek 8 dreist-holl), deskiñ kontañ en ur gomz eus traoù all, kontañ en ur gomz ha war lusk ar sonerezh, displegañ ervat ar pezh zo d’ober, penaos lakaat ar c’horf (n’oc’h ket evit empentiñ pegen diaes eo lakaat unan bennak d’ober ur jestr pe ur fiñvadenn bennak. Re ziresis e vez an nen re alies ha traoù droch a zeu diwar-se)… Ha komz kreñv evit bezañ klevet betek penn all ar sal, ha reiñ c’hoant ha nerzh-kalon d’an dud.

Dek miz am eus evit deskiñ diazez ar vicher met deskiñ a vicher da vat a vo graet goude. Ra zeuin a-benn da vezañ ur gourdoner a-feson!

Ich lerne Deutsch und Englisch

Nevez zo am eus klevet anv eus Duolingo, ul load ma’z eus tu da zeskiñ un nebeud yezhoù dre ar galleg (kalz muioc’h zo dre ar saozneg avat). Pell zo e klaskan addeskiñ alamaneg ha barrekaat war ar saozneg.
N’eo ket an hentennoù a ra diouer war ar marc’had met hini ebet n’he deus ma entanet e-touez ar re zo bet etre ma daouarn. Evit a sell ouzh an alamaneg e viran hini Assimil war-hed dorn evelato.
Ar pezh a blij din gant Duolingo eo ez eo dudius a-walc’h. Aes eo adober ar c’hentelioù hag adwelet poentoù zo. Anat deoc’h n’eo ket trawalc’h evit mont war-raok d’an daoulamm(-ruz) met evit deskiñ en ur gaout plijadur n’eo ket fall tamm ebet. Goude ur mare e kemerin ar pleg da zeskiñ gerioù, troiennoù ha troioù-lavar dre eñvor, evel ma ran gant ar brezhoneg.

Ur wech digoret ur gont e Duolingo e c’hall an nen ober ar poelladennoù ken war ar genrouedad gant e urzhiataer ken gant an arload (Android, evit Apple n’ouzon ket) rak enrollet e vez an disoc’h hag an araokadennoù er gont.
Mar komzit saozneg e c’hallot deskiñ iwerzhoneg ha kembraeg ivez. Diouzh ma zu e c’hortozin bezañ barrek war yezh ma mamm-gozh ha yezh mignoned din a-raok en em reiñ da zeskiñ yezhoù keltiek all.

Aze ha distro

Bilbo_memeLod ac’hanoc’h o deus soñj, marteze, em boa displeget e rafen gant Joomla! bet lakaet c’hoazh e brezhoneg e-lec’h kemer amzer da dreiñ WordPress.
Goude bezañ klasket sevel ma load em eus komprenet e oan barrekoc’h, ha primoc’h dreist-holl, da dreiñ an traoù eget da zeskiñ al lavaroù HTML ha CSS. Setu eta ma’m eus graet ma soñj treiñ ar pakad ret evit gallout staliañ ur blog WordPress e ti an herberc’her a fell deoc’h.

Ur skipailhig zo, daou baotr oberiant ha pevar den all deuet ur wech bennak da labourat. Mar deufe tud all da reiñ skoazell dimp e vefe eus ar c’hentañ. Ezhomm he deus hon yezh da wezhañ gwelet war ar genrouedad, kalz muioc’h eget n’eo evit poent, ha WordPress zo un ostilh a-zoare evit sevel ur blog prim ha buan. Gwir eo e c’hallit digeriñ unan dija e ti WordPress.com hag al labour treiñ a oa bet graet gant Moran Dipode, met kaout an dorn war bep tra ha tremen hep an tammoù bruderezh embannet gant WordPress a c’hall bezañ mat ivez.

Setu, mar fell deoc’h kemer perzh, lakait hoc’h anv aze -> https://make.wordpress.org/polyglots/

Deuet mat e vefet gant Gwenn ha me.

Ken ‘vefet gwelet, tudoù!

Video killed the radio stars

Ma, netra da welet gant kanaouenn ar strollad Buggles e gwirionez. Evel alies e oan o klask un dra bennak. Soñj am boa e oan bet en abadenn Tud eus ar vro kaset da-benn gant Yann-Bêr Gwiader ha c’hoant am boa da c’houzout ha kavout a reer anezhi c’hoazh er rouedad. Evit doare ne reer ket. Un dra zo avat am eus diskoachet hag a soñje din e oa bet diverket… Neuze met fell deoc’h ma gwelet o lenn An tousegi gant Jakez Riou… Plijadur deoc’h :p

http://www.kaouenn.net/?q=en/node/1147

Hag evit ar re ne oufent ket petra eo kanaouenn Buggles, enjoy !

Diskuizhañ zo mat

En abardaez-mañ, tudoù, em eus graet un dra ha ne’m boa ket graet pell zo. Gouzout a rit pa samm an nen ur bern labour war e chouk: treiñ, adlenn, sevel pennadoù… Ne chom ket nemeur a amzer d’ober traoù all. Peurliesañ e ran ar pezh am eus graet hirie em gwele, klet an tamm ac’hanon, a-raok en em reiñ da gousket. Dre vras e-pad e-tro un hanter-eur. Ne vez ket mat dalc’hmat. Gwech a vez zoken e soñjan em befe graet gwell o tremen hep ober ha gortoz an deiz war-lerc’h; marteze ne oa ket ma spered gant se. Me zo sur ez eo c’hoarvezet ganeoc’h ivez. N’on ket hardizh ken-ken avat. Ne ran ket kement-se e lec’hioù arvarus. Hirie koulskoude e oan a-wel d’an holl. Em liorzh, gwir eo, met a-wel d’an holl. Ha pa ouzon mat ez eus merc’hed (ha paotred?) o c’hlaourenniñ gant ar c’hoant da gaout ur poltred ac’hanon ouzh en ober, n’ho talc’hin ket pelloc’h gant ma gerioù. Peogwir e plij kalz din en em ziskouez…

ermaezYa, tudoù, lennet em eus er maez dindan bannoù an heol. What did you expect?

 

Mammig!!!

« Mammig, sec’hed am eus. »
« Mammig, gouzout a rez pelec’h emañ ma neñneñ? »
« Mammig, echu eo ober kakac’h ganin. »
« Mammig, gallout a reomp sellet ouzh ar pellwel? »
« Mammig, ur bubu am eus. »
« Mammig, koulouch. »
Hag ar pep gwellañ goude bezañ dihunet ar vamm peogwir e tuent gant an naon d’ur sulvezh beure bennak da 7e00, trouz gant ar breur bihan ken e krene an ti: « Chiiit, breurig, arabat dihuniñ Tata, o kousket emañ. »

Continuer la lecture de « Mammig!!! »

Rouedadoù sokial

Ac’hanta, tudoù!

Penaos emañ ar bed ganeoc’h? Ganit-me e talc’h da vont. Klañvik on er mare-mañ, louzeier da lonkañ ha kement zo. An dra-se am befe gallet lavaret deoc’h war Facebook pe Twitter pe Google + n’eus ket keit-se c’hoazh. Perak ar foeltr neuze paeañ evit kaout ma blog din-me mar lakaan kement am eus da lavaret e ti embregerezhioù a ra arc’hant ouzh ma spiañ? Continuer la lecture de « Rouedadoù sokial »

Korri… petra?

N’eus ket keit-se e oan bet gant klasad ma merc’h oc’h ober un tamm baleadenn aozet gant Au bois des Ludes. Lakaet em boa ma anv da ambrouger pa’m boa c’hwitet dija war vizit mirdi ar skol e Botoha e miz Genver. Dipitet ar paotr pa glevis em bije gallet kaozeal e brezhoneg gant an hini a c’hoarie ar mestr-skol. Ma. E-giz-se emañ ar vuhez.

Kaer ha dispak e oa an amzer, tomm zoken. Darev e oan da dremen ur pennadig amzer gant ma hini vihan hag he c’hamaladed en ur valeadenn war dodenn ar c’hontadennoù. Buan e kouezhas ma lipenn war ma lapenn avat. Ne oa ket ma merc’h er strollad bugale a oa bet fiziet ennon hag en un tad-kozh. Ma. E-giz-se emañ ar vuhez. Ne vez ket ar voul ganin peurliesañ. Ha pevar faotr dilu er strollad ouzhpenn-se. N’eo ket aze emañ an dalc’h avat. Continuer la lecture de « Korri… petra? »

Prizioù lennegel e Gouel al levrioù 2014

Disadorn e oan bet e Karaez da Ouel al levrioù. Klask a ran bep bloaz mont da lid Priz Langleiz ha war an hevelep tro da hini Priz Ti-kêr Karaez.

Dipitet

Ne ouzon ket ha ne oa ket bet klevet gant an dud e oa poent reiñ ar prizioù, ret ne oa ket deuet nemeur a dud er sal da arvestiñ ouzh roidigezh ar prizioù. Chomet e oa al loreidi e korn al leurenn. Graet pep tra gant ur seurt lentidigezh na zere ket ouzh prizioù lennegel ha pa vefe unan un Ti-kêr hepken ha nebeutoc’h c’hoazh ouzh unan eus ar prizioù a dlefe bezañ pouezus hag enorus el lennegezh vrezhonek. Continuer la lecture de « Prizioù lennegel e Gouel al levrioù 2014 »

Iwerzhon a ren

Ur pennad zo em boa gwelet When I’m gone (pe the cup song) en iwerzhoneg hag e brezhoneg. Ret eo anzav n’omp ket par d’an iwerzhonegerien yaouank. Sellit kentoc’h

Adapet e oa bet Lucky ivez e brezhoneg gant Quentin Morvan

Met siwazh, n’hon eus ket kement a arc’hant da lakaat evit kaout traoù evel en Iwerzhon.

Ha ne ran ket anv eus ar ganaouenn saoznek-se a gavan un tamm hegasus en he yezh orin… hag a gavan ken brav en iwerzhoneg :p

pe c’hoazh Let her go

Kaer hon eus aozañ Kan ar Bobl bep bloaz, muioc’h a ganaouennoù seurt-se a blijfe din klevet. Da c’hortoz e sellan ouzh chadenn TG Lurgan e YouTube.