Asilom

Ne ouvezan ket hag hunvreal a rit kalz. Me avat a ra. Gwech a vez n’eus nep ster d’an heuliad darvoudoù diroll o’n em zispakañ em spered evel filmoù mesk-ha-mesk. Gwech ha gwech all avat e vez resis ma hunvreoù, dres evel pa vijent bevet ganin en ur bed all, en ur vuhez all, kenstur lakaomp.

En noz tremen e oan o lidañ berzh ur plac’h, ur vignonez din evit doare, en he labour. Taolioù hir a oa, meuzioù lipous a bep seurt warne. Joa ha laounidigezh gant an dud ken e oa. Pep hini o kontañ kaer pe gaeroc’h.

Ouzh an daol e oan-me gant ur plac’hig en hec’h eizh vloaz marteze. Ur plac’hig drant, blev liv-kistin ma’m eus soñj mat. Mari e oa hec’h anv. A-greiz debriñ e tiskouezas un tamm saosison din. Unan e oa gant louzoù kegin.

« Aze, te ‘wel ez eo asilom [petra-din-me], » emezi en ur ober ur sell trist ouzhin.

Ar petra-din-me aze a zo abalamour da’m eñvor fall. Ma, kendelc’her a ra ar pred ha goude ur pennad ec’h an da gousket. An deiz war-lerc’h avat e welan ma mignonez o furchal dindan he daeroù er boued. O lenn emañ kement etiketenn a zo war ar boestoù, ar pakadoù ha kement tra zo tout.

« Petra zo? » a c’houlennan.

« Marvet eo Mari en noz-mañ abalamour d’un dra bennak er boued. Ampoezonet. »

Mantret on gant ar c’heloù. Ha diouzhtu e teu da soñj din en asilom-petra-din-me. Lavaret a ran an dra-se da’m mignonez.

Ha dihuniñ a ran.

Buan, pennfollet an tamm ac’hanon e lakaan un dra bennak en-dro din ha d’ar red da lec’h labour ma mignonez. Dialc’het e klaskan anezhi.

« Un dra bennak am eus da lâret dit. »

« Gortoz, e-kreiz ur vodadeg emaon aze. »

Gwir eo ez eus ur bern tud o selaou anezhi.

« Ya, met diwar-benn Mari eo. »

« Petra zo ganti? »

« N’eo ket lidet c’hoazh an taol-kaer ‘teus graet? »

Chuchumuchu er sal. Lod a lavar din tevel.

« Eee nann, » emezi trubuilhet.

« Mervel a ray abalamour d’an asilom… tri mil gast, n’on ket evit kaout soñj eus an eil ger. Koulskoude he deus lâret anezhañ din! Arabat e vo reiñ an dra-se dezhi da zebriñ. »

Mesk er sal.

Ha me da zihuniñ evit gwir ar wech-mañ. Evel-just, diaes e oan lakaet er beure-mañ. Gwall fromet e oan c’hoazh gant ma hunvre diougan em hunvre ha gant marv ar plac’hig. Ne oa ket deuet anat din diouzhtu-dak talvoudegezh asilom. Ne oa ket deuet anat din diouzhtu talvoudegezh ar ger asilom. Koulskoude ne oa ket diaes: asilom… asylum… ar pezh a zo ne ouvezin ket hag an eil ger a astenne ar ster betek soñjal e ti ar re sot.
Asylum Condemned by ~timtam on deviantART

Daou glip gant Aerosmith

Ur wech an amzer evel an holl ac’hanoc’h em bez ezhomm distignañ ha lakaat ma spered gant traoù all estroc’h evit ar vuhez pemdez. Petra ‘welloc’h evit ar Rock, tudoù, d’hen ober? Eee ya, marteze e lârfet zo traoù all, feiz avat, din-me n’eus ket gwelloc’h evit ar rock peurliesañ.
E-touesk ar strolladoù a blij kalzik din emañ Aerosmith. Sede ar paotr Stefan o klask klipoù neuze. Kustum on da selaou sonerezh ha neket da sellet outañ. Gwall souezhet e voen eta pa welis an daou glip da heul. Ya da! Ha me kenkent o klask gouzout eus petore film e oa tennet ar skeudennoù-se…
Tapet lous on bet avat. N’eus bet film ebet nemet ar berrfilmoù-se a reer klipoù dioute! Dipit bras ganin avat.
Sellit oute ha plijadur ganeoc’h!

Evel-just ho po anavezet merc’h ar c’haner, Liv Tyler, ken hoalus en he ferzh en The Lord of the Rings. Hag ivez marteze Josh Holloway, alias Sawyer en Lost.

Kaer zo lâret kalz gwelloc’h e oant eget an traoù paour a ziskouezer dimp en klipoù Rap pe R ‘n B.

Blogomp atav…

Evit doare ec’h eo ken diaes din blogañ ha skrivañ. Liammet an eil tra ouzh egile a lârit-hu? Marteze a-walc’h. An dalc’h a chom: petra da gontañ deoc’h, tudoù!
Mar befen o klask lennerien ne vefe ket diaes din sevel ur pennad (c’hoazh) diwar-benn ar reizhskrivadur. Gouzout a ouzon e plij da dud zo tabutal e-pad eurvezhioù war ar poent-se. Ret eo din lâret amañ c’hoazh: ya, plijout a ra din pa vez skrivet an traoù naet ha brav ha pa vefe en doare skolveuriek pe en hini etrerannyezhel. Reolennoù a zo, aesoc’h eo evit intent an hini a skriv. Ne blij ket din avat pa vez skrivet diouzh froudenn ha sorc’henn an dud, an SMS-Fonetek-tort ha kement zo tout.
Ur bern pennadoù all a c’hallfe desachañ lennerien amañ, kozh istorioù kozh anezhe. N’eus ken nemet lakaat ar ger « Emsav » pe c’hoazh ober anv eus Roparzh Hemon, François Falc’hun pe zoken Fañch Broudic.
Gallout a rafen lakaat ar gaoz war ar politikerezh: broadelouriezh, rannvroelouriezh, megarbrofrañsiezh, kement -iezh zo hag a denn d’an danvez-se.
Emichañs e c’hallfen sevel pennadoù hep preder don, alioù skañv ha sot diwar-benn traoù ha n’ouzon tost netra dioute. Lâret konerioù zo aezet a-walc’h.

Ne rin ket kement-se avat, rak n’eo ket evel-se e plijfe din desachañ tud amañ.

Pa’m boa digoret ar blog-mañ e oa gant ar soñj dihuniñ an danvez skrivagner a zo ennon. N’on ket deuet a-benn d’hen ober c’hoazh, siwazh. N’en em roan ket d’an dizesper evit c’hoazh avat. Ur mignon din en deus lâret din nevez zo : « Laosk an denennoù kozh da repoz. Gra un taol skub da’z spered hag ijin traoù nevez. » Klasket e vo hen ober, paotr, klasket e vo!

Per Denez, me hag an internet


Plijusat tra gallout sellet ouzh an abadennoù dre ar rouedad, war ul lec’hienn gouestlet hepken d’hon abadennoù tele ha traoùigoù all c’hoazh.
Tro am eus bet hirie (an 18.12) da welet ar film diwar-benn Per Denez evit ar wech kentañ en e bezh. Aze emañ an dalc’h gant an tele, pa ne vez ket an nen d’an eur rik dirak ar post bihan e vez c’hwitet un dra bennak gantañ.
Ha komprenet em eus pegen tost on ouzh Per e meur a geñver. Eveltañ e fell din lakaat ar brezhoneg da benn yezh em buhez daoust da bep tra. Evitañ e oa ar skrivañ un doare da seveniñ ar pal-se ivez.
Nevez zo em boa graet ma soñj mont kuit diouzh an internet evit skrivañ, o soñjal e oa an internet eo a oa ul laer amzer, un abuzetez. Ar gaou a oa ganin. Evel pep tra (ha meur a wech eo bet lavaret kement-se din gant ma mignoned!) n’eo ket ar benveg a zo fall met an doare ma ra an nen gantañ eo a c’hall bezañ.
Ha soñjet em eus e tud evel Per, eveldon, ha meizet penaos ec’h eo an internet ur benveg a-zoare evit lakaat muioc’h c’hoazh a vrezhoneg em buhez. Aezet e c’haller bezañ e darempred gant brezhonegerien all. Delc’her ur blog a zo kement ha skrivañ ha n’eo skrivañ evitañ e-unan met d’an holl re a zegouezho gant an tamm karned eletronek-se ha diwar-se lakaat ar gaoz da vont en-dro.
Sur a-walc’h, ma vije bet yaouank Per en hon amzer, a oad ganimp na petra ‘ta, en dije graet gant an ostilhoù roet dimp evit komz ouzh ar « bed a-bezh ».
Perak eta e oan o klask mont war-gil pa c’hallen ober gant an traoù modern evit mont war-raok? Perak abegiñ an internet tra ma oan-me kiriek eus ar c’holl amzer a raen gantañ?
Ha me o lavaret d’an dud e kimiaden diouzh kement tra zo, blogoù h.a. Lod n’o deus ket bet amzer da lenn ec’h aen kuit ma oan deuet en-dro! Pebezh istrogell zo ac’hanon, me ‘lâr deoc’h! Re heñvel ouzh ur c’hozh rocker o klask kimiadiñ ha ret dezhañ dont en-dro p’en deus ezhomm a arc’hant. Degas a ra da soñj din eus pozioù « Le chanteur » gant Balavoine:

Puis quand j’en aurai assez
De rester leur idole
Je remont’rai sur scène
Comme dans les années folles
Je f’rai pleurer mes yeux
Je ferai mes adieux

Et puis l’année d’après
Je recommencerai
Et puis l’année d’après
Je recommencerai
Je me prostituerai
Pour la postérité

N’on ket c’hoazh o werzhañ ma ene na ma c’horf evit bezañ brudet goude bezañ marvet avat.
Ra vin fur a-walc’h bremañ evit chom hep selaou ar vouezhig wan a vez o vouskomz gevier din e pleg ma skouarn evit ma zreiñ da sod.

Kaoc’h ki du!

Abaoe, eee n’on ket evit lâret pegeit zo e klaskan skrivañ. Dalc’hmat ur soñj war ma spered, dalc’hmat o turiañ anezhañ evel un hoc’h-gouez gant an douar, heñvel ouzh ar poder dirak e dolzennad pri o reiñ tro dezhi, e zaouarn o flourañ an danvez hep bezañ gouest da reiñ stumm pe stumm dezhi.

Kaer am eus klask penn da’m neudenn, chom a ran sac’het.

Skeudennoù o redek war skramm ma ijin. Un hunvre o tibunañ prim em spered ha me evel morgousket.

Petra zo pennabeg d’an dra-se? Ma oufen ‘vat! e rofen tibradfen ar pezh a stank ma hent hag e redfen a-walc’h betek al lenn m’emañ died an doueoù, chouchenn ar varzhed, daeroù ar gwerc’hezed a vez mezevellet gante kement konter a zo.